bez zo deus Winisis ur peziant renkañ ha diskouez diaz-titouroù, bet diorreet dindan paeroniezh an UNESCO, a-benn geleet bezañ impljet hep re a vizoù er broioù paouraet pe war an hent an diorreadur. Evit-se eo aes da dreiñ ivez.
Da bal e oa kaout ur benveg a seurt-se haga c'hellfe bezañ implijet gant ar vrezhonegerien, ar c'hevredigezhioù, ar skolioù Diwan, hep frejoù.
Graet e oa bet al labour-treiñ kentañ (an darn vrasañ eus al labour) gant Herve Gwegen a laboure a-raok e Ti ar Vro Kemper, skoazellet a gav din gant J-M Drapier. Ar stumm diwezhañ gant an termenoù diwezhañ troet ha kinniget ganin a zo bet kinniget da'm soñj da J-M Ilias, evitañ da welet ma vefe azas ober gantañ.
Tud all o defe labouret war se ?
yannig eus TAVK