OO.org 2.0: ur gudenn gant ar staliañ ?

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh OpenOffice.org e brezhoneg (1.1.x, 2.x ha 3.x)
Malo-net
Messages : 27
Inscription : dim. déc. 19, 2004 10:58 pm
Localisation : Roazhon/St-Brieg
Contact :

OO.org 2.0: ur gudenn gant ar staliañ ?

Message par Malo-net »

Demat deoc'h holl.

Dec'h em eus staliet OOo 2.0 war ma urzhiataer. Mont a rae mat en-dro, laouen e oan. Goude-se em eus bet c'hoant da zistaliañ OOo1.1.3 a raen gantañ a-raok. D'am soñj eo bet diverket an 2.0 gantañ, peogwir da c'houde n'hallen ket ken ober gant an 2.0.

Goude bezañ adstaliet anezhañ en deus lavaret din e vanke ar restr STLPORT_VC7145.DLL. Un diskoulm a zo ganeoc'h ?

E mod all, e-barz Program Files eo bet staliet, ha n'eo ket al lec'h m'am boa c'hoant ma vefe staliet, dre ma 'm eus aozet ma zraoù en un doare all.

En draig all, "soazell staliañ" am eus lennet en ul lec'h bennak, mankout a ra ur K

A galon,
Malo
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig »

Demat Malo,

Reizhet em eus ar vi-koukoug gant "SKoazeller Staliañ"... Staliet eo bet OO.org 2.0 ouzhpenn a dregont gwech ganin ha morse n'em eus gwelet anezhañ !

N'hallan ket sikouriñ ac'hanout a-zivout ar gudenn all az peus bet... gwelloc'h e vefe bet da zistaliañ OO.org 1.1.3 da gentañ, anat eo :)... ha n'eo ket liammet an dra-se gant an droidigezh vrezhonek...

Marteze e vefe mat dilemel an holl zaveoù war OO.org er von marilh (Registry) Windows ha dilemel ivez ar c'havlec'h "Program Files/OpenOffice.org 2.0" a-raok klask d'e adstaliañ ur wech ouzhpenn ???

Philippe
Malo-net
Messages : 27
Inscription : dim. déc. 19, 2004 10:58 pm
Localisation : Roazhon/St-Brieg
Contact :

Message par Malo-net »

Truagrez. Klask a rin ober se pa vin distro du-mañ.
Répondre