Difazier brezhoneg evit OpenOffice.org 2.0.1

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh OpenOffice.org e brezhoneg (1.1.x, 2.x ha 3.x)
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Difazier brezhoneg evit OpenOffice.org 2.0.1

Message par drouizig »

[Erruet eo kozh ar pennad-mañ bremañ : pellgargit OO.org 2.0.2 e bzh ha gantañ ho po an difazier brezhonek dre ziouer]

Nevez!

Prest eo stumm kentañ an difazier brezhonek evit OpenOffice.org. M'oc'h intereset evit e staliañ, kasit ur postel da drouizig@drouizig.org evit gouzout hiroc'h (kaset 'vo deoc'h chomlec'h ar geriadur).

Ur stumm skañvaet eus "An Drouizig Difazier 2.5.1" eo. Da lâret eo n'eo ket bet lakaet e-barzh ar stummoù gwenedek nag ar c'heriaoueg arbennik (Preder, Imbourc'h, TermBret...). Koulskoude ez eo anavezet gantañ tro dro 900.000 stumm ha mont a ra en-dro mat evel-se evit Yann brezhoneger.

Penaos staliañ ar geriadur ?

1 - Diwaskit ar restr zippet e-barzh : C:\Program Files\OpenOffice.org 2.0\share\dict\ooo (al lenner C a c'hell bezañ disheñvel hervez hoc'h urzhiataer).
2 - Embannit ar restr dictionary.lst (er memes c'havlec'h emañ) gant un embanner testenn eeun (notepad.exe da skouer) hag ouzhpennit al linenn "DICT br FR br_FR" e penn ar restr.
3 - Dibabit un endro labour brezhonekaet (Dibab Ostilhoù/Dibarzhioù/Arventennoù yezh/Yezhoù - lakait brezhoneg e pep lec'h).
4 - A-bouez: Kuitait OO.org ha lazhit "loc'hañ trumm OO.org" e diaz ho skramm, a-zehoù.

Setu, krouit bremañ un teul OO.org Writer ha skrivit e brezhoneg... islinennet e vo ar stummoù dianavezet.
Répondre