Emzalc'h Ofis ar Brezhoneg

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh OpenOffice.org e brezhoneg (1.1.x, 2.x ha 3.x)
Avatar de l’utilisateur
Alan Monfort
Messages : 63
Inscription : lun. mars 06, 2006 2:00 pm

Emzalc'h Ofis ar Brezhoneg

Message par Alan Monfort »

Feuket on bet pa 'm eus lennet ar pennadoù war Bremañ da gentañ ha war Ouest-France war-lerc'h.
Skrivet eo bet e oa bet graet labour troidigezh ar meziantoù gant an Ofis.
An Drouizig an hini eo en deus graet al labour hag an enorioù a ya d'an Ofis !
Evit lavarout piv en deus graet al labour ent-gwir :
Philippe Basciano-Ar Gall en deus graet tost pep tra : an holl veziantoù a oa bet troet gantañ nemet OpenOffice, troet gant skoazell Gwenhael Ar Menteg hag Alan Monfort. Taolet ur sell war gerioù zo o deus graet izili an Ofis.
Ha Philippe en deus graet al labour stlenneg ouzhpenn.
Paeet eo bet ar CD-ROM gant an Ofis, ha mat pell zo.
N'eo ket ar wech kentañ : war France 3 en doa lavaret un ezel eus an Ofis e oa bet savet ul levr "Steuñv ar Jederez" (plan comptable) ganto. Gant Preder e oa bet graet al labour a-bezh betek ar c'hellidañ. N'o doa graet netra evit al levr-mañ.
Ha padout a ray pell un emzalc'h ar seurt-se ?
Alan
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig »

Alan,

Reizh eo penn-da-benn ar pezh 'oa bet skrivet gant an AFP ha mat 'oa ivez ar c'heleier war Journal Frañs 3.
Da me soñj eo bet komprenet a-dreuz komzoù an Ofis gant kazetennerien Ouest-France ha France-Info. Atav ez eus seurt diforc'hioù etre komzoù an atersadenn hag an disoc'h skrivet war ar baper.

Philippe
Répondre