Demat deoc'h.
Ur gudenn am es gant ar c'hlavier.
Dre ma skrivan tarzhoù HTML e ran kalzik gant an douchenoù ArErl+Q hag ArErl+Z evit digeriñ ha serriñ ar balizennoù.
Met ur poellad brein a zo staliet war ma urzhiataerezh, anvet "Catalyst System Tray", a zigor diouzhtu pa vez pouezet war ArErl+Z. Setu, da gentañ n'hallen ket serriñ ma balizennoù, da eil e veze digoret ar poellad !
Deuet on a-benn da herzel ouzh ar poellad d'ober seurt traoù, met pa bouezan war ArErl+Z, n'em eus ket ar sin > ! Rediet d'ober ur kopiañ-pegañ bewech ! Penaos ober ?
E mod all em eus merzhet ez ae an traoù en ur mod all gant ar c'hlavier-mañ : evit diuz pep tra, n'eo ket Reol+A a reer, met Reol+C'H, evit nullañ n'eo ket Reol+Z, met Reol+W, ...
A galon,
Malo
Ur gudenn
- drouizig
- Site Admin
- Messages : 484
- Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
- Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
- Contact :
Demat dit Malo,
* Krogomp gant an eil skoilh...
Ober a ra Windows gant ar penn-levier "Langue d'entrée" evit e verradennoù-klavier. Sell ouzh panel-kefluniañ Windows:
"Langue d'entrée" = "Français (France)"
"Configuration Clavier/IME" = "Brezhoneg (KAD)"
Posubl eo lakaat "Langue d'entrée" da "Anglais (Royaume-Unis)" hag e vo lec'hiet-mat en-dro Reol+A ha Reol+Z.
* Diwar-benn ar skoilh kentañ:
N'ouzon ket re, petra c'hoarvez mar distaliez "Catalyst System Tray" ? D'am soñj e kuzh ar poellad-mañ emzalc'h dre ziouer an douchenn-se...
Philippe