Troidigezh « Abiword »
-
- Messages : 66
- Inscription : sam. août 20, 2005 3:26 pm
- Localisation : Aubervilliers, 'kichen Pariz
- Contact :
Troidigezh « Abiword »
Salud deoc'h!
Evel ma ouezit, evit treiñ Ubuntu e implijomp ur benveg anvet Rosetta, hag a ra gant restroù .po. Ouzhpennet ez eus bet un toullad restroù da dreiñ war bajenn an troidigezhioù e brezhoneg, en o zouez Abiword. Iskisat tra, diskouez a ra ar restr n'eus bet troet tamm hedad ebet ennañ. Neuze, em eus soñjet dont amañ evit tapout ar restr .po, ha kas anezhañ war rosetta. Met n'eo ket ur restr .po an hini eo a c'heller pellgargañ war bajenn Abiword KAD, met unan ".strings".
Da c'houde on bet war lec'hienn Abiword, evit tapout ar restr .po. Met n'eo ket bet kaset ar restr dezho war a seblant. Marteze peogwir int tremenet d'an aozerezh 2.4 hag ho peus troet un aozerezh kent?
Me 'garfe kaout ar restr .po evit gellout ouzhpennañ anezhañ e-barzh Rosetta, pe goût penaos treiñ ur restr .strings davet ur restr .po.
Trugarez!

Mat!
Klask a rin hag eñ eo posubl ober an dra-se. Ma n'eus ket tu, m'eus aon e vo ret deomp leuniañ ar restr .po en ur gopiañ/pegañ
Modal, evit kudenn Firefox, em eus postet ur bug war Bugzilla evit krouiñ ur skipailh treiñ e brezhoneg, gortoz a ran e vo krouet, hag e kasin dezho ar restr .po da c'houde.

Bon, aet on war sal-flapiñ irc Abiword, posubl eo treiñ ur restr .strings davet unan .po, met n'eo ket dreist ober an dra-se. Ret eo deoc'h goût eo arabat treiñ war-eeun adalek ar restr .strings. Leun a gudennoù a sav da c'houde evit ar re a ra gant LInux da skouer, hag ouzphenn-se, ma fell d'unan kaout ar restr .po, n'eo ket hegerz peogwir n'ho peus ket savet anezhañ. Gwelloc'h, kalz gwelloc'h e vefe, adalek bremañ, ma labourefec'h war ar restr .po kentoc'h, evit aesaat ar c'henlabour evit an holl. Trugarez
Giulia
Evit ar wech-mañ e vo troet ar restr .strings ganin davet ur restr .po, met evel-just e vefe skuizhus-tre hen ober bewech...
Kemm (19.09):Setu ar restr .po: http://www.abisource.com/dev/strings/br-FR.po
Marplij, adalek bremañ, grit gant ar rest-mañ evit treiñ, ne oa ket gwall laouen ar brogrammerien bezañ rediet da dreiñ ar restr .strings davet an hini .po hag aesoc'h 'vo 'vit an holl.

AbiWord
Gwenn ho ped!
Emaon o paouez staliañ AbiWord war ma mekanik. Un nebeud goulennoù am befe da ober:
-Ha kerkoulz eo ha MSWord?
-Ha troet eo bet pep tra e brezhoneg?
-Hag-eñ ez eus ur geriadur brezhonek stag outañ a-benn reizhañ ho skridoù?
-Ha gwelloc'h eo eget OpenOffice?
Trugarez.

A wir galon,
Gwenael
Gwenael
-
- Messages : 66
- Inscription : sam. août 20, 2005 3:26 pm
- Localisation : Aubervilliers, 'kichen Pariz
- Contact :
Evit respont d'az koulennou, Abiword n'eo ket un heuliad testennel ken klok ha MSWord pe Open office. Graet eo evit bezan implijet war urzhiataereziou n'o deus ket kalz a vemor prim. Me blij din Abiword peogwir eo skanv, met ma t'eus ezhomm ober traou resis a-walc'h eo gwelloc'h dit ober gant OpenOffice. Setu ma sonj.
Modal, n'eus geriadur brezhoneg ebet evit Abiword hervez ar pezh a ouezan, ha pep tra zo bet troet e brezhoneg pe dost.