Afell « ajouter au dictionnaire »

Evit kaozeal diwar-benn an difazier brezhonek
Avatar de l’utilisateur
Gweladenner-kozh
Messages : 33
Inscription : lun. déc. 20, 2004 10:33 am
Localisation : Orleañs

Afell « ajouter au dictionnaire »

Message par Gweladenner-kozh »

Demat dit Philippe,
Gellet 'm eus pergargañ add_2_2_2.exe. (Labourat a ran gant Windows XP ha Word 2000). War ar seblant ez a gwelloc'h bremañ. Siwazh, n'eus ket tu ober gant an douchenn "ajouter au dictionnaire". Koulskoude e vije mat din klokaat roll ar gerioù... Lavarit din ha tu zo mont e-barzh roll ar gerioù evit cheñch traoù 'zo ma vije ezhomm (fazioù...).
Trugarez.
A galon.
Kristof
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig »

Demat dit Kristof !

Keloù mat a-benn ar fin :)

Ret eo krouiñ ur geriadur personel a-ratozh evit ar brezhoneg :

E-barzh Word,

- Diuz Outils->Options hag ar-lerc'h klik war « Grammaire et orthographe ».
- Klik bremañ war « Dictionnaires personnels »
- Klik war « Nouveau » evit krouiñ ur geriadur nevez. Ret eo diuz « Breton » evit ar geriadur-mañ e-touez ar yezhoù a zo kinniget.
- Ret eo leuskel a-gostez ar geriadurioù personel all (geriadur boutin, pe geriadur evit ar galleg).

Gant-se e vo posubl ouzhpennañ gerioù dianav.

A galon,
Philippe
Avatar de l’utilisateur
Gweladenner-kozh
Messages : 33
Inscription : lun. déc. 20, 2004 10:33 am
Localisation : Orleañs

Message par Gweladenner-kozh »

Salud dit Philippe,

Graet 'meus e-giz 'poa lavaret din : Outils / Options / Grammaire et orthographe / Dictionnaires personnels : aze e welan ur roll geriaouegoù teknikel (Français) Batimtnp.dic ; medic ; techni ; jurid ... Pa glikan war nouveau e tigoran un doser "épreuves" e-lec'h m'emañ ar geriaouegoù teknikel-mañ (bloc notes).

Krouet m'eus ur c'heriaoueg "Breton" a ya da heul ar re all. Siwazh a-benn ar fin, e chom grizet an nozelenn "ajouter au dictionnaire" e-barzh Word.
Bizarre, bizarre...

Kenavo.
Kristof.
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig »

Kristof,

Ha sur oc'h ho peus dibabet « Breton » evit yezh ar restr personel nevez-mañ ?

Ma n'oc'h ket sur e c'hellit aozañ ar restr nevez-mañ hag ouzhpennañ al linenn "LID #1027" e penn ar restr.

Setu kenstag ivez ur restr personel bzh.dic a-feson.

Ret eo ivez diziuz ar geriadurioù personel all.

A galon,
Philippe
Avatar de l’utilisateur
Gweladenner-kozh
Messages : 33
Inscription : lun. déc. 20, 2004 10:33 am
Localisation : Orleañs

Message par Gweladenner-kozh »

Ne ouezan ket dre peseurt burzhud, met, goude bezañ graet ar pezh 'peus kinniget din, ez a mat an traoù gant an difazier...

Kenavo,
Kristof.
Répondre