Arabat treiñ [en] Edit gant [br] Embann
Publié : ven. févr. 23, 2007 6:41 pm
[en] "Edit" <=> [br] "Embann" : sed amañ unan eus an dibab gerioù mantrusañ a gavan er meziantoù troet gant An Drouizig. Ha n'eo ket war zigarez e kaver ar memes hini e-barzh Geriaoueg Eil Derez Diwan Nn 19 (Kompoderezh) evel e-barzh Geriadur ar Stlenneg gant Guy Etienne e rankfe mirout ouzhimp a brederiañ pelloc'h. N'eus geriaoueg ebet a rankfer sellet outañ evel unan peurechu, dreist-holl pa 'z eus anv a nevezc'herioù. Evit displegañ (ha n'eo ket reizhabegañ !) dibab aozerien an daou levr meneget a-us, me 'gred din int aet dre varvouzañ [fr] "Editer", p'o doa ar gallegerien eus o zu marmouzet dre dre c'haou [en] "Edit". Techet eo bet an aozerien-se da zisoñjal ez eo ar saozneg (ha neket ar galleg) yezh-kein ar stlenneg. Dav eo deomp loc'hañ bewezh diwar ar ger saoznek eta, ha na reiñ d'ar galleg (asambles gant yezhoù ledet all) muioc'h a dalvoudegezh eget ur vammenn a c'hallfe bouetañ hon awen, ma c'hoarvezfe ganti chom boud.
Neuze, peseurt ster en deus [en] "Edit" e bed ar meziantoù ? Peurvuiañ ez eo titl ul lañser a vez bodet ennañ kement arc'hwel ("Copy", "Cut", "Paste", "Find & replace"...) a ro an tu da gemmañ ar restr emeur o labourat warni. Perak eo aet ar saoznegerien da gerc'hat ar verb-se evit gwiskañ ar seurt meizad ? Dre ma talveze dija ar verb [en] "edit" kement ha "prientiñ ur skrid a-benn e embann" (gouez d'am Harrap's). An [en] "editor" eo an "den e karg eus prientiñ testenn ul levr, pe da ren skridaozañ ur gazetenn", n'eo ket an hini a lak anezhi da zont er maez na da vezañ ingalet. Hemañ diwezhañ hepken eo hini a reer ahezhañ un [fr] "éditeur", [br] "embanner"... ha [en] "publisher".
Mignoned faos eo neuze [en] "Edit" ha [fr] "Editer", kenorin a-dra-sur, met c'hoarvezet ganto emdroadurioù disheñvel. War zigarez eo bet kontamnet, en degouezh-mañ evel e meur a hini all(1), ar galleg gant ar saozneg, daoust hag e rankomp ni brezhonegerien treuzskrivañ aketus ar fazi-mañ en hor yezh ? Ne gav ket din...
Ha petra dalvez [br] "embann" ? Kement ha "reiñ da c'houzout". Sellomp da skouer ouzh an droienn [br] "embann war ar groaz", a ra dave d'ar c'heloù a veze kemennet gant an Ao. Person, dirak engroez ar fideled, e diwezh an oferenn a-raok ar bennozh klozañ (kar d'ar [fr] "publier les bans"). Gwechall, an "embanner" a oa un den (un taboulin gantañ ouzh e c'houriz peurliesañ), a oa e gefridi reiñ, dre vouezh, ar c'heleier da c'houzout ; pe c'hoazh da geñver ur gwerzhadeg, an hini a roe ar prizioù da glevet, s.o. danevell holvrudet Jakez Riou, Yann, embanner al ludu. Da heul, pa 'z eo deuet war wel ar vicher moullañ skridoù a-benn o skignañ, ez eus bet astennet ster ar ger [br] "embann" a dalvez ivez kement ha "lakaat ur skrid da vont er-maez e stumm ul levr pe ur gazetenn". Mil bell emaomp gant se eus an arc'hwel a zo e kaoz en hor meziantoù, lec'h ma 'z eus anv a labourat sioulig an-unan-penn, dirak ar skramm hag ar c'hlavier, evit kemmañ endalc'had ur restr. Lod eus ar restroù bet [en] "Edited" a vezo embannet un deiz, met ar bras anezho na vezint biken james.
Setu perak hor boa, ma mignoned eus skipailh treiñ KDE ha me, kaset an "embann"-se d'ar blotoù ken abred ha 1998, ha goude en em soñjal gant tud TermBret hor boa erlec'hiet anezhañ gant "aozañ". Ne oamp ket aet gwall bell da glask, pa oa degemeret madig a-walc'h "skridaozañ" e metoù ar gwask hag an embann, gant ar ster "sevel un destenn / e brientiñ evit an embann", dres. Amañ evit ar meziantoù e oa ledanoc'h an dachenn eget hini ar skridoù hepken, setu perak hor boa lamet ar rakger "skrid". Kinnigoù all a oa eus "kempenn", "fichañ", "kemmañ", met gant "aozañ" eo aet ar maout buan a-walc'h. Un tamm evel ma aozer ur meuz ec'h aozer ur restr, ne gav ket deoc'h ? Rekipeoù disheñvel a c'haller lakaat e pleustr, pep hini a ra evel ma kar, met e fin ar gont e vo disheñvel ar restr e diwezh un abadenn aozañ diouzh ar pezh edo en deroù. An dibab-se, graet evit KDE eta, a zo bet degemeret evit troidigezh levrioù MicroApplication, da c'houde troidigezh "istorel" Opera e 2001, hini Mandrake e 2002 ha meur a droidigezh all da heul.
Gwall souezhet on bet eta pa 'm eus gwelet an "Embann" daonet-se e barrenn-lanserioù pennañ OOo (ha meziantoù all). Me gred din eo mennet skipailh An Drouizig gant ur spered a geneskemm etre ar an dud a bled gant ar stlenneg e brezhoneg. Kement-se a dalvez e c'hell peb hini tennañ e vat eus ar preder hag an dibaboù bet graet gant e ziaraogerien. En degouezh-mañ e seblant din n'eo ket bet graet. Koulskoude gant ar pal-se an hini eo am boa lakaet enlinenn geriaoueg KDE ha pajennoù all a-zivout an troidigezhioù kemeret e karg ganin. Kerse eo din n'he dije ket talvezet c'hoazh ar skiant geriaouiñ bet prenet e korf pevar bloaz. Met n'eo ket re ziwezhat, hag o pediñ a ran d'en em soñjal war ar c'hraf a zisplegan amañ (lod all a kasin dizale).
A galon,
Jañ-Mai
(1) ar c'hemmesk [en] "Edit" => [fr] "Editer" a gavan ken dizereat ha

- [en] "negociate a curve" => [fr] "négocier un virage" (e-lec'h "aborder")
- [en] "tremendous performance of an actor" => [fr] "performance éblouissance d'un acteur" (e-lec'h "prestation")
- [en] "We all support this policy" => [fr] "Nous supportons tous cette politique (e-lec'h "soutenons")
- [en] "The financials results improved dramatically" => [fr] "Les résultats financiers se sont améliorés dramatiquement" (e-lec'h "considérablement"