FileZilla e brezhoneg

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh ar meziantoù dre-vras
Répondre
Kristen
Messages : 14
Inscription : mer. déc. 01, 2004 5:46 pm

FileZilla e brezhoneg

Message par Kristen »

Emaon o paouez pellgargan ar restr evit kaout filezilla e brezhoneg hag em oa just c'hoant trugarekaat ac'hanoc'h evit ho labour; a-bouez eo gellout implij ar brezhoneg war pep tachenn hag ivez da skouer pa glasker sevel ul lec'hienn internet... Trugarez neuze !
Daoust hag ez eo posubl chench yezh ar forom-man ivez ? N'em eus ket kavet penaos ober evit lakaat anezhan e brezhoneg ? Gwelet em eus koulskoude ho poa taolet ur sell war forom Malo Morvan e brezhoneg(phpBB ivez), daoust hag ez eo bet (pe e vo) implijet an troidigezh-se ganeoc'h ivez, pe savet unan all ?
A galon, Kristen.
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig »

Trugarez Kristen,

te eo an hini kentañ en deus skrivet war ar forom-mañ :) Evit respont d'az koulenn emaon c'hoazh o c'hortoz restroù troidigezh phpBB...

Mat e vefe brezhonekaat ar forom-mañ evel just ha mod-se e vefe tu arnodiñ an droidigezh-mañ war ur forom all. Da genderc'hel neuze ...

Philippe
Kristen
Messages : 14
Inscription : mer. déc. 01, 2004 5:46 pm

Message par Kristen »

Demat deoc'h !

Pebezh enor evidon bezañ an hini gentañ o skrivañ amañ ! :roll:
War ar seblant ez eo bremañ bet lakaet ar restroù e brezhoneg war e lec'hienn gant Malo :
http://malomorvan.free.fr/bzh/raktresou/index.html
A galon, Kristen.
Kristen
Messages : 14
Inscription : mer. déc. 01, 2004 5:46 pm

Message par Kristen »

Gwelet a ran ho peus lakaet an traoù e brezhoneg bremañ (n'oc'h ket chomet da dortañ !). Un nebeud traoù a chom e saozneg war ar seblant(da skouer "add reply" ma m'eus soñj mat), daoust ha ne oa ket bet troet mat an dra-mañ gant Malo war ar restl kinniget war e lec'hienn ? N'em eus ket soñj eus ar pezh a zo skrivet war e forum e plas "add reply", ha n'eus ket tu mont da welet hiziv, n'ez a ket en-dro ken...
'Fin, n'on ket o klask pizmigañ, un tamm kurius on hepken !
A galon, Kristen en-dro.
Invité

Message par Invité »

Demat Kristen,


Implijout a ran ur gwiskadur (SubOcean) disheñvel diouzh hini dre ziouer (subSilver). Neuze em eus ul labour ouzhpenn d'ober a zo brezhonekaat ar skeudennoù ha n'eo ket brav-brav an disoc'h a-wechoù, met boñ ...

Philippe
Malo-net
Messages : 27
Inscription : dim. déc. 19, 2004 10:58 pm
Localisation : Roazhon/St-Brieg
Contact :

Message par Malo-net »

Demat da Philippe. Emaon o soñj skarzhañ al lodenn "raktresoù" war ma forum. D'am soñj eo mat bodañ an holl lec'hiennoù o kinnig traoù da bellgargañ e brezhoneg (dreist-holl pa vez daou veziant war ma hini heepken...).

Setu e vefen laouen ma vefe kinniget troidigezhioù PDFCreator ha phpBB graet ganin war bajenn-zegemer drouizig.org. Ha posupl e vefe ?

Evel-se e c'hellfer kinnig phpBB e brezhoneg gant gwiskadurioù SubOcean pe SubSilver...

An droidigezhioù a gomzan diwar-o-fenn a c'haller kavout war ar bajenn menneget gant Kristen uheloc'h.

Klasket 'm eus kinnig troidigezh vrezhonek phpBB da phpBB.com, met n'eo ket bet lakaet. Emaon o vont da glask en-dro.

A galon, Malo
Kristen
Messages : 14
Inscription : mer. déc. 01, 2004 5:46 pm

Message par Kristen »

Demat deoc'h !

Oc'h implij filezilla em eus merzet ur gudennig en droidigezh... C'Hoarvezout a ra pa vez klasket treuskas ur restr war an ftp ma vez kavet dija ur restr gant ar memes anv (met koshoc'h) war an ftp.
Setu ar pezh a vez skrivet e brezhoneg :
"Ha fellout a ra deoc'h lakaat ar restr: x [savet da 10e]
e-lec'h ar restr a-heul : x [savet da 12e]"
Da lâret eo e vez kinniget lakaat an hini kozh e plas an hini nevez...! (poan 'meus bet o kompren petra oa ret din respont ar wech gentañ !).
E galleg ez eo skrivet:
"Voulez-vous remplacer le fichier : x [savet da 10e]
par le fichier suivant : x [savet da 12e]"
N'eo ket tre memestra...
Marteze ez eo bet reizhet abaoe ma 'm eus pellgarget an droidigezh, n'ouzon ket ma 'z eo an hini nevezañ a zo ganin...
A galon, Kristen.
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig »

Trugarez dit Kristen evit da evezhiadenn,
Reizhet eo bremañ ar gudenn-se ha posubl eo pellgargañ ar stumm nevez 2.2.14a.

Kenavo!
Philippe
Kristen
Messages : 14
Inscription : mer. déc. 01, 2004 5:46 pm

Message par Kristen »

Trugarez bras dit ! Kalz sklaeroc'h eo 'mod-se !

A galon, Kristen.

PS: daoust hag e 'teus un doare da c'houzout ma 'z eo bet pellgarget filezilla e brezhoneg gant ur bern tud ?
Daoust-hag ez eus tud all war ar forom-mañ oc'h implijout anezhañ ?
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig »

Estreget un den anvet Eric hag en doa kaset un evezhiadenn war Kervarker... n'em eus ket resevet kalz a soñjoù... ha n'hallan ket lâret memestra pegement a dud o deus pellgarget anezhañ... Sklaeroc'h eo koulskoude ar sifroù gant Firefox (~500 pellgargadenn bennak) ha gant an difazier (~800 bennak).

A galon,
Philippe
Malo-net
Messages : 27
Inscription : dim. déc. 19, 2004 10:58 pm
Localisation : Roazhon/St-Brieg
Contact :

Message par Malo-net »

Me ivez a implij FileZilla !
Kristen
Messages : 14
Inscription : mer. déc. 01, 2004 5:46 pm

Message par Kristen »

Salud deoc'h !

Un draig all 'meus merzet war Filezilla e brezhoneg :
pa vezer kennasket, hag e klasker kennaskañ en-dro, e vez skrivet war ar skramm:
"paouez gant ar c'hennaskañ red ? oui non "

Un nebeud gerioù e galleg a zo chomet kuzhet amañ neuze... :wink:
'Fin, o pismigañ emaon evel just, dispar eo ar benveg 'mod all !

Kalon vat deoc'h evit pep tra !
A galon, Kristen.
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig »

Demat dit Kristen,

Gwir eo ar pezh t'eus skrivet. Ar gudenn a weler amañ a zo boutin a-walc'h gant ar stummoù troet : n'haller ket treiñ ar gerioù-se abalamour ma vez implijet amañ end-eeun frazennoù o tont deus ar sistem... Gwelet e vez Oui/Non war ur sistem gallek, Yes/No war ur sistem soaznek... Ne vez ket posubl gwelout Ya/Ket dre ma n'eus Windows brezhonek ebet...

Ret e vefe goulenn d'ar re o doa krouet FileZilla nag ober gant boestoù ar sistem, met sevel o boest diviz personelaet gant afelloù (boutonennoù) a c'hellfe bezañ troet.

Skrivet am boa ur pennad diwar-benn ar gudenn-se amañ:
http://www.drouizig.org/Galleg/Logiciel ... gueWi.html

Trugarez evit da evezhiadennoù forzh penaos!

Ar c'hentañ,
Philippe
Dernière modification par drouizig le mer. janv. 11, 2006 10:07 am, modifié 1 fois.
Kristen
Messages : 14
Inscription : mer. déc. 01, 2004 5:46 pm

Message par Kristen »

Ah OK, mat-tre...
'Meus ket re a boan da gompren ar pezh a vez kinniget din amañ forzh penaos... :wink:
Trugarez, Kristen.
Répondre