Resevet mat 'm eus ar postel ho peus kaset din dilun 26 a viz Meurzh. Souezhet on bet zoken o kaout ur respont ken buan, ha pa veze komz ganeoc'h eus ar forom, aet on da welet du-se. Spontet ha strafuilhet on bet. Ar wech kentañ evidon da vont war ur forom. Ha poan 'meus bet o klaksk distripañ pep-tra a vez displeget din pe goulennet diganin ?
Petra 'fell dit, pemp bloaz ha pevar-ugent on ha n'eo ket ken ar spered ken lemm ha gwechall.
Kavet 'm eus a-benn ar fin meneg va goulenn gant ur respont am eus kavet anatoc'h eget ar pezh a oa war ar postel. Bez' e c'hellan, eta kaout OpenOffice e galleg e-kichen an hini e brezhoneg. Nemet, komz a reoc'h bepred eus OpenOffice 2.2. OpenOffice 2.0 eo a zo war va urzhiataer ha ret e vo din kemmañ an dra-se ivez.
Met penaos e vo merket an diforc'h etre an hini galleg hag an hini brezhoneg war ar skramm.? Disheñvel e vo an arlun ?
Mat, klasket 'm eus respont kement-mañ deoc'h dre ar forom.
Goulennet va ger-tremen diganin. Pa n' em eus hini ebet, kliket 'm eus "ankounac'haet ganin". Goulennet va fostel neuze. ha respontet din ne glote ket va fostel gant anv an implijer. Graet 'm eus esaoù gant yves tranvouez, Yves Tranvouez (Erwan Tranvouez), Erwan Tranvouez, hag an evelep respont bepred. N'ouzon ket ken penaos ober.
N'ouzon ket petra 'zo c'hoarvezet ganin, met lemet eo bet ar pennad
Klaket 'm eus neuze en em enskrivañ, o soñjal e oa an dra-mañ a oa gortozet.
Ha chomet on bout.
Evel ma 'm eus lavaret, n'eus ger-tremen ebet ganin (nemet hini bet roet din gant wanadoo evit ar c'hemennadur ha n'eo ket da vezañ fmbannet).
Evidon, ne 'm eus niverenn ICQ ebet, pe n'ouzon ket pelec'h emañ, neuze.
N'ouzon ket petra eo ar chomlec'h AIM.
Ne 'm eus MSN messenger ebet.
Ne 'm eus YAHOO messenger ebet.
Ne fell ket d'ar forom degemer ac'hanon.
Penaos ober eta ?
Staliet eo bet OpenOffice 2.0 gwechall gant unan eus va bugale vihan, evitañ da gaout tu da labourat amañ pa zeu da welet ac'hanomp e-pad un dibenn-sizhun bennak. War e studi emañ c'hoazh. Er skol-veur, n'eus nemet galleg war an urzhiataerioù ha ne gav ket dezhañ bezañ barrek a-walc'h c'hoazh evit mont gant ar brezhoneg penn-da-benn war an urzhiataer. Setu perak e c'houlenn diganin mirout OpenOffice e galleg