salud
gourc'hemennoù evit an difazier n'eus forzh penaos
adstaliet meus ADD 2.3.3 war an urzhiataerez nevez em labour.
Lâr a ra n'eus ket eus ar geriadur personel hag all (daoust m'eo sañset Windows XP bezañ mat - hervez an displegadur roet war al lec'hienn). Dav neuze dibab an holl destenn (CTRLA) evit dibab ar yezh ha gellet ober gantañ.
evezhiadennoù implij :
reiñ a ra gerioù troc'het souezus-kenañ er c'hinnigoù.
da skouer "proferien", kinnig a ra neuze "prof erien"...
iskis-tre an doare.
servij a ra din kentoc'h evit teuler evezh ouzh an destenn en ur adlenn hag en ur ober an eil difaziadurioù, ha ne ran ket gant ADD evit difaziañ penn-da-benn gantañ.
Displegadennouilles a vefe gant unan bennak ac'hanoc'h ?
yannig
Evezhiadennoù / goulennoù
- drouizig
- Site Admin
- Messages : 484
- Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
- Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
- Contact :
Demat Yannig,
> Lâr a ra n'eus ket eus ar geriadur personel hag all
Ya. kudenn pennañ an implijidi. Ret eo digeriñ ar voest Outils/Options/Grammaire et Orthographe/Dictionnaires personnels/ ha krouiñ ur geriadur personel a-ratozh evit ar brezhoneg. Displeget eo pep tra en teuliadur (teul Word).
> reiñ a ra gerioù troc'het souezus-kenañ er c'hinnigoù. da skouer "proferien", kinnig a ra neuze "prof erien"... iskis-tre an doare.
Gwell eo gantañ "profourien", gwir eo. Proferien a zo mat ivez daoust ma ne vez ket kavet ar ger-se er geriadurioù boutin (RH/RH,...). Gallout a ran ouzhpennañ "profer" e geriadur ADD. A-hend-all erien (bordure) ha prof (cadeau) a zo anezho. Setu perak eo bet kinniget ar gerioù-se gant an difazier....
Philippe

Yannig,
An dra bouezusañ a zo dibab "Breton" evit yezh ho restr personel nevez.
- Diuzit al linenn « brezhoneg.dic » e-touez rollad ar restroù personel, ha klikit war « Modifier... ». Neuze e c'hellot cheñch yezh ho restr personel e dibenn ar voest.
- Ret eo ivez diziuz an holl c'heriadurioù personel all.

Dernière modification par drouizig le mer. janv. 11, 2006 9:57 am, modifié 1 fois.