Demat. O paouez ober anaoudegezh gant Kewerier emaon. Kavout a ran anezhañ dreist, bihan-holl ma'z eo.
Un draig koulskoude a zirenk ac'hanon : penaos ober evit ma chomfe an destenn ouzh ment ar prenestr (d.l.e. na vefe ket ur pignerezh a-led, met ez afe an destenn d'al linenn dindan erru war vord ar prenestr) ?
Ha posupl eo ?