Kalz Bretoned zo dedennet gant ar c'henealogiezh pe an nested. Me zo unan anezhe. Ha klaket 'm eus treiñ meur a veziant e brezhoneg.
1. Ancestrologie (liamm war lec'hienn an Drouizig) ur meziant mat met e gwirionez ne ran ket gantañ ken koulz lavaret.
2. Winfamily. Troet ganin met resont bet digant an aozerien pa'm boa kinniget ma zroidigezh dezhe. Ne ran ket kalz gantañ ivez.
3. Geneweb. Adwelet 'm boa an droidigezh graet gant Tepod Gwilhmod. Me ne ran ket gant Geneweb ivez.
E gwirionez ez implijan ur meziant all, zo o paouez bezañ troet e galleg. Legacy eo e anv. Mat e vefe eveljust mar befe troet e brezhoneg met pa welan an amzer implijet gant ar skipailh troourien evit ar galleg e kollan kalon un tammig.
Daoust hag unan bennak ac'hanoc'h a implij ur meziant nested?
Meziantoù nested pe genealogiezh
Meziantoù nested pe genealogiezh
A wir galon,
Gwenael
Gwenael