Ubuntu 8.04 e brezhoneg

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh ar meziantoù dre-vras
Répondre
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Ubuntu 8.04 e brezhoneg

Message par drouizig »

A-berzh Gwennin (Kevredigezh Brenux):

Demat deoc'h,

Laouen eo skipailh Brenux da ginnig deoc'h al Live-CD Ubuntu 8.04 e brezhoneg.

Hunvreal a raec'h eus ur sistem oberiant (Windows XP, Mac OS X, Linux...) e brezhoneg, sed aze ar wellañ doare da zizoloiñ pe da lakaat da zizoloiñ Ubuntu.

Ubuntu a zo ur sistem oberiant savet diwar GNU ha Linux. Ur gumuniezh vras a vez o implij, o gwellat anezhañ.

An aezamant implij, ar surentez, ar meziantoù pe ar frankter implij a vez abegoù da glask gantañ.

Un nebeut brezhonegerien a droont raktresoù disheñvel GNU/Linux da lakaat anezhañ e brezhoneg. Tud 'zo a zo kroget abaoe pellig 'zo (pa na oa ket eus Ubuntu c'hoazh). Hep an dud-se na vije ket eus Ubuntu en hor yezh. Trugarez dezho !

Al Live-CD kinniget amañ a c'hell servij da glask gant Ubuntu e brezhoneg hep staliañ seurt bet.

Da glask gantañ, pellgargit ar skeudenn ISO, engravit anezhi, lakait ar CD en ho urzhiataer hag adlañsit. Laoskit ar sistem da lañsañ gant, na implijo ket ar bladenn galet met ar memor bev, hiroc'h a vo neuze.

Na c'hoarvezo neuze seurt ebet d'ho sistem boaz. Ma vez lañset war ar sistem boaz, e vo ret deoc'h kemmañ urzh lañsañ ar Bios.

Ur wech lañset e gavfec'h meziantoù a wirioù frank evel : Mozilla Firefox, OpenOffice.org...

Adkavit ur pennad war al Live-CD-se ha pellgargit anezhañ war:
http://brenux.tuxfamily.org/

Enjoy !
bIBAR
Messages : 21
Inscription : sam. sept. 30, 2006 10:17 pm
Localisation : divroet
Contact :

Re: Ubuntu e brezhoneg

Message par bIBAR »

J'ai mis à jour ma page qui en parle.
Et rajouté quelques captures d'écran.
http://meskach.free.fr/arbo/Ubuntu-br/ubuntu-br.html
Avatar de l’utilisateur
jeremy
Messages : 28
Inscription : mar. déc. 20, 2005 11:45 am
Localisation : Roazhon
Contact :

Re: Ubuntu 8.04 e brezhoneg

Message par jeremy »

O labourat emaomp war an droidigezh (goustadik...) hag ur gudennig zo a-fed ur ger.

Evit treiñ "user", petra 'vefe gwelloc'h : implijer pe arveriad ?

Sed-amañ ar pezh 'm eus skrivet war vBrenux :
Implijer zo tennet diouzh an anv-verb implijout hag a zo boutin-kenañ a-benn ar fin. Perak 'ta mont da gerc'hat ur ger arbennikoc'h ha ne vo ket komprenet diouzhtu gant yann vrezhoneger ? "implijer(ien)" zo implijet gant ar forom-mañ da skouer. D'am soñj ne ra ket ar boan klask gerioù teknikel bewech pa'z eus moaien d'ober gant gerioù boutin, aes da gompren evit an holl.
Plijout 'rafe din gouzout muioc'h diwar ho tibab, petra 'soñjit ? Rebechoù zo graet a-wechoù evit an troidigezhioù 'implij gerioù re deknikel...
Deuit da sikour ac'hanomp da dreiñ Ubuntu e brezhoneg !
Blog Kaerell : traouigoù diwar ma fenn
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Re: Ubuntu 8.04 e brezhoneg

Message par drouizig »

Demat dit Jeremy ha kalon-vat evit an troidigezhioù,
Ar bloaz paseet e oa bet embannet e c'herva gant An Drouizig,
Gallout a rez puñsañ er restr pdf, da vezañ pellgarget amañ:
http://www.drouizig.org/phpBB3/viewtopic.php?f=5&t=578
Avatar de l’utilisateur
jeremy
Messages : 28
Inscription : mar. déc. 20, 2005 11:45 am
Localisation : Roazhon
Contact :

Re: Ubuntu 8.04 e brezhoneg

Message par jeremy »

Trugarez dit evit ar c'herva.

Ma goulenn 'vat a oa perak 'ta arveriad e-lec'h implijer ? Perak ober gant gerioù teknikel pa c'heller ober gant gerioù boutin aes da gompren evit an holl ? Dont a ran amañ da c'houlenn diganit evit kaout un ali, n'eo ket ur rebech tamm ebet :)
Deuit da sikour ac'hanomp da dreiñ Ubuntu e brezhoneg !
Blog Kaerell : traouigoù diwar ma fenn
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Re: Ubuntu 8.04 e brezhoneg

Message par drouizig »

Jeremy,

respontoù resis zo bet roet d'az koulenn pell'zo dija,
kae da lenn an divizoù da heul (da skouer),


http://www.drouizig.org/phpBB3/viewtopic.php?f=7&t=138

Sur on ez eo posupl kavout divizoù all a-fed ar memes danvez,

Kalon-vat,

Philippe
Avatar de l’utilisateur
jeremy
Messages : 28
Inscription : mar. déc. 20, 2005 11:45 am
Localisation : Roazhon
Contact :

Re: Ubuntu 8.04 e brezhoneg

Message par jeremy »

Dreist! Dres eo ar pezh a glasken, danvez 'm eus da lenn...
Deuit da sikour ac'hanomp da dreiñ Ubuntu e brezhoneg !
Blog Kaerell : traouigoù diwar ma fenn
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Re: Ubuntu 8.04 e brezhoneg

Message par drouizig »

Jeremy,

War ar bajenn-mañ e kavi pennadoù-skrid (eus ar c'hentañ) a-zivout ar stlenneg, bet skrivet gant Padraig ar Marc'heg un nebeud bleadoù 'zo.

Gw. http://www.drouizig.org/phpBB3/viewtopi ... =642#p1294

'vel e weli e vez heuliet choazoù Preder gant tud a-bep seurt, ha pa vefent troerien veziantoù pe arveriaded “hepken”...

Pa oa bet kinniget troidigezh OpenOffice.org d'an Ofis (evit bezañ adlennet un tammig) e oa bet laret din cheñch un nebeud gerioù el lañser pennañ. Goulennet o doa diganin groñs lakaat Enlakaat e-lec'h Ensoc'hañ - da skouer - (evit eeunaat an traoù, sañset ;-),

Bremañ sell ’ta ma faotr pe ger 'oa bet kinniget g’an Ofis evit treiñ "Insert" 'ba gerva Windows Vista :

Gw. http://www.microsoft.com/language/wincg ... 4&filter=0

Insert – Ensoc’hañ !

92% eus gerioù TermBret a denn d'ar stlenneg a zo bet amprestet da Preder. Setu ar wirionez.

M'eo digomprenus an troidigezhioù a vez kinniget ’ar hol lec’hienn e vo digomprenus ingal ar re diazezet war gerva TermBret... Kae da lenn pennad-skrid UNIX war wikipedia Gw. http://br.wikipedia.org/wiki/UNIX kinniget gant Janñ-Maï (eus ar c’hentañ eo ar pennad-mañ, me ’gav). Met ne vo kavet ennañ nemet nevez-c’herioù forjet gant Preder (pe tost)...

Diskouez a ra splann eo difin tabut ar gervaoù... Un afer a chapelig eo hepken... Dibabet hon eus da lâret d’an holl e heuliomp geriadurioù Preder peogwir eo bet graet al labour geriaouiñ ganto. Un afer a onestiz eo, ret eo menegiñ ar vammenn da gentañ...

Met arabat bout digalonekaet memes tra... Moaien 'zo ober traoù ramzel ha pa vefe an diaesterioù-se :)

Chañs-vat gant da droidigezhioù,

Philippe
Avatar de l’utilisateur
Alan Monfort
Messages : 63
Inscription : lun. mars 06, 2006 2:00 pm

Re: Ubuntu 8.04 e brezhoneg

Message par Alan Monfort »

Un dra all : gant an Ofis ez eo kinniget identelezh evit identité. NEBLEC'H ne 'm eus kavet ar ger-se !
Sed amañ eiladen ur bajennad eus Dictionnaire classique français-breton savet gant René Le Gleau (Al Liamm - dek levrenn). 8 ger evit identité, ne gavan ket identelezh ! Ne 'm eus ket kavet ar ger identelezh war geriadur Favereau kennebeut.

Image

Kalon vat :)
Alan
Avatar de l’utilisateur
jeremy
Messages : 28
Inscription : mar. déc. 20, 2005 11:45 am
Localisation : Roazhon
Contact :

Re: Ubuntu 8.04 e brezhoneg

Message par jeremy »

Taolet 'm eus ur sell ouzh ar bajenn gant pennadoù-skrid enni diwar-benn ar stlenneg. Ya gwelet 'ran mat ez eo bet implijet Preder rak ne gomprenan ket kalzig a c'herioù. Koulskoude ne welan ket penaos skrivañ traoù a-fed an urzhiataerezh hep geriaoueg teknikel, gallout a rafed ober gant gerioù tennet diouzh ar galleg, "brezhonegaet" met ne ro ket ur skeudenn vrav eus ar yezh, skeudenn un trefedoaj kentoc'h.

Evit treiñ ur reizhiad korvoiñ e c'heller ober en un doare all, ne vo ket troet evit arveriaded barrek war ar stlenneg. Newazh, kavet hon eus un emglev a-drugarez d'ar c'haozeadegoù war an Drouzig ha war vBrenux. Komprenet 'm eus ne oa ket posupl ober gant gerioù boutin hepken.

Da skouer :

Ardead ha merour ne dalvez ket ar memes tra, Boneg e-lec'h kod, handelv e-lec'h stumm hag un nebeut traoù all. Klask a reomp termeniñ niverenn ar gerioù teknikel, ret da zeskiñ evit an arveriad nevez evit chom hep digalonekaat anezhañ.
Un dra all : gant an Ofis ez eo kinniget identelezh evit identité. NEBLEC'H ne 'm eus kavet ar ger-se !
Ya, diwall chom hep mont re bell gant ar gerioù aes da gompren. D'am soñj an disoc'h eo kavout ur c'hempouez etre gerioù boutin ha gerioù teknikel.
E penn kentañ ne gomprenen hogos netra gant openoffice pe Firefox ha bremañ goude bezañ implijet anezho ur miz bennak em eus desket kalzig gerioù teknikel. Aesoc'h eo ivez a-drugarez d'al labour treiñ Ubuntu.
Deuit da sikour ac'hanomp da dreiñ Ubuntu e brezhoneg !
Blog Kaerell : traouigoù diwar ma fenn
Répondre