Emañ kevredigezh Gulliver o klask...

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh ar meziantoù dre-vras
Doudou
Messages : 1
Inscription : ven. oct. 14, 2005 12:29 am

Emañ kevredigezh Gulliver o klask...

Message par Doudou »

Nepell 'zo ez eus ur paotr deus Gulliver (Groupe d'Utilisateurs Linux et des Logiciels Libres en Ille-et-Vilane et Environs de Rennes) 'zo deuet da gomz deomp (dre ma oamp o tec'hel ur stand sevenadur bzh hag all e Roazhon) diwar-benn troidigezh poelladoù a seurt-se... Goulenn a rae hag-eñ e oa tud dedennet gant an treiñ, hag e vefe graet ar peurrest ganto, da laret eo an tu teknikel kentoc'h. Komzet hon eus dezhañ deus Ofis, met laret 'n eus e oa aesoc'h pe anatoc'h ober-se gant hiniennoù, hag a zo youlekoc'h dre vras.
Hag-eñ 'vefe tud dedennet ?
Setu al lec'hienn : http://gulliver.eu.org/

A-hend-all, hag-eñ ez eus traoù graet war mac gant Drouizig pe tud all ? Trugarez deoc'h !
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig »

Demat Doudou,

N'eo ket ar wech kentañ e welan seurt kinnigoù o tremen war ar genrouedad... ha setu evezhiadennoù din atav :

Divoutin-tre eo kavout tud ar youl ganto ha ma vefent dedennet da dreiñ meziantoù e brezhoneg... evit lâret ar wirionez n'anavezan ket hiziv muioc'h a 5 pe 6 den o doa kaset da benn ul labour treiñ bras a-walc'h evit bezañ meneget...

Ar chañs m'oa bet, ha n'oa ket pell zo, da gomz gant izili eus an Ofis a-zivout an droidigezh dre vras ha setu ar pezh oa bet reskontet din meur a wezh : e mod pe vod o doa graet holl izili eus an Ofis troidigezhioù a youl-vat war zanvezioù a bep seurt... met ne reont ket mui kalz bremañ abalamour ma c'houlenn kalz a amzer ober kement-mañ ha dre-vras n'eo ket al labour-mañ « talvoudekaet ha talvoudekaus » evit gwir e spered an dud : ul labour-samm (labour-ki pe labour-manac'h ma fell deoc'h) an hini eo alies ma'z eo ober troidigezhioù. Ul labour a c'houlenn amzer vak ha barregezhioù kroaziet... erruet eo skuizh an dud gant al labour troidigezh, setu ar wirionez ha komprenet 'vez ! Ret eo lakaat an dud da zeskiñ brezhoneg, dav eo talvoudekaat ha lakaat d'houzout d'ar re all ez eus raktresoù nevez a vez aozet el lec'h-mañ-lec'h met ne vo ket graet al labour-samm en o flas... ha komprenet 'vez !

Ma'z eus barregezh ganeoc'h, ar youl-vat hag an amzer vak da dreiñ ur meziant e c'hellot peurliesañ ober war-dro al labour teknikel en ho-unan ha hep re a strivoù... ar pezh a sinifi ivez : gwell eo bezañ ul liorzhour evit treiñ levr-mañ-levr war al liorzherezh gant trawalc'h a efedusted... hag e ne vern pe yezh memes tra... Abalamour d'an dra-se e soñjan-me ne vank ket du-mañ e Breizh tud barrek war an teknik e-keñver an niver a droerien a gaver dreist-holl... hag an daou varregezh a rank bezañ war penn ar memes den, anat eo d'am soñj.

Bez ez eus un dra bouezus all a dalv ar poan da vezañ meneget da heul ivez : n'ez a ket buhez ur meziant dreist 6 miziad dre-vras... hag evit ma ne vefe ket kollet al labour troidigezh ez eo dav heuliañ spis ar stummoù nevez o tont, mareadoù-ha-mareadoù, bepred-ha-bepred... a-hend all e vez kollet tamm-ha-tamm (met buan a-walc'h a-benn ar fin) holl arveridi oc'h ober gant ar stumm vrezhonekaet...

Dav eo kavout amañ tud a lak o foan e-barzh e-doug ur maread hir a-walc'h eta... ha pa welan hiziv-an-deiz gant piv ha penaos 'vez renet raktresoù troidigezh zo e yezhoù all (OpenOffice.org e galleg da skouer), n'eus ger all ebet evit envel an traoù, dre ma vez roet kalz a arc'hant a-wechoù gant an Europa, ar Stadoù pe ar Rannvroioù evit ren raktresoù zo : ur micher gwirion ez eo deuet da vezañ, 'mod-se 'oa bet roet £300.000 (!) d'ar Gembreiz evit treiñ OpenOffice.org 2.0 en o yezh da skouer...

Ur micher ez eo deuet da vezañ met chom a ra ur « velegiezh » da gentañ a-dra sur, 'vel ma vez lâret e galleg !

Philippe
Giulia
Messages : 66
Inscription : sam. août 20, 2005 3:26 pm
Localisation : Aubervilliers, 'kichen Pariz
Contact :

Message par Giulia »

Emaon o vont da gejañ gant tud Gulliver ar sun o tont sanset, evit brudañ ar meziantoù frank e brezhoneg. D'am soñj eo mat kaout "kontaktoù" gant seurt kevredigezhioù hag a aoz a bep seurt degouezhioù evit brudañ Linux hag ar meziantoù frank. E mod-se e vo brudet war ar memes tro an troidigezhioù. N'eo ket kalz a dra, met un dra ouzhpenn memestra.
Répondre