Evezhiadennoù d/b Firefox
Publié : ven. déc. 19, 2008 12:35 pm
salud dit,
setu un nebeud fazioù a welan war ar prenestr fazioù "N'eo ket bet kavet ar chomlec'h" e-barzh Firefox
Ur faiz hoc'h eus graet en ur viziata anv an domani : vi-koukoug faiz/fazi
+ e-lec'h biziata e vije kenkoulz ober gant skrivañ, merkañ pe, marteze, bizskrivañ. E gwirionez e kav din e vije gwelloc'h mont d'an eeunañ amañ hag ober gant skrivañ traken.
Ha sur oc'h ez eus ar chomlec'h-mañ anezhañ ?
direizh eo ar frazenn-mañ, n'eus ket tu da implijout ar stumm "ez eus" gant ar ger-mell resis (ar); ez eus zo stag ouzh an amresis, eo/emañ zo stag ouzh ar resis. Ur reolenn ziazez e brezhoneg. Memes tra evit an araogenn kreñvaat e dibenn ar frazenn mod brezhoneg Kerne-Izel, n'eus ket tu da implijout an dra-se gant ez eus. Se n'ez a en-dro nemet e frazennoù savet war ar patrom-mañ :
Homañ zo brav anezhi : Celle -là c'est une beauté
Homañ 'vat n'eo ket brav anezhi : celle-la alors c'est pas une beauté
diskoulm kinniget :
Ha sur oc'h ez eus eus ar c'homlec'h-mañ (oc'h adlakaat eus, e teu ar frazenn da vezañ reizh - resis- en-dro)
ur vi-koukoug all zo chomet war ar bouton Kask en-dro e-lec'h Klask en-dro
a galon
Fulup Jakez
--