Geriaoueg ar stlenneg

Evit kaozeal diwar zanvezioù all a-bep seurt (lec'hienn An Drouizig, geriaoueg ar stlenneg, h.a.)
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Geriaoueg ar stlenneg

Message par drouizig » lun. mars 26, 2007 5:45 pm

Keneiled ker,

Abaoe 4 bloaz e kinnig ar gevredigezh « An Drouizig » meziantoù digoust, frank a wirioù evit an darn vrasañ anezho, troet e brezhoneg. En o zouez an heuliad burevek OpenOffice.org, ar furcher Mozilla Firefox, ar posteler Foxmail, un Difazier brezhoneg, ha kement all, da lavaret eo ar binvioù pouezusañ evit labourat e brezhoneg (pe e forzh pe yezh) gant un amva e brezhoneg.

Scribus ha Gimp zo bet troet ganeomp da ziwezhañ. War lec'hienn « An Drouizig » e vez pellgarget an holl veziantoù-mañ. Kit war : http://www.drouizig.org evit dizoleiñ hol labourioù, hizivaet ingal.

Ne vez ket aes bepred da gompren an holl c'herioù bet arveret evit ar meziantoù-mañ. Kavet e vo ar roll gerioù arveret war lec'hienn Hiziv an Deiz evit reiñ deoc'h un tamm skoazell. Kit betek : http://hizivandeiz.free.fr/loadnevez/220.htm

Kavet e vo di testennoù displegañ diwar-benn ar stlenneg e brezhoneg ivez.

A galon,
Skipailh An Drouizig

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 3 invités