Kemenn ofisiel : Amañ emañ Mozilla Firefox 1.5 e brezhoneg !

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh Mozilla Firefox ha Mozilla Thunderbird e brezhoneg
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Kemenn ofisiel : Amañ emañ Mozilla Firefox 1.5 e brezhoneg !

Message par drouizig » sam. nov. 05, 2005 5:55 pm

Addizoloit ar Genrouedad !

Mozilla Firefox 1.5 a zo ar furcher Web eus remziad nevez savet gant an Diazezadur Mozilla. Gantañ e c'heller mont war ar Genrouedad kalz primoc'h, suroc'h hag efedusoc'h eget gant ne vern pe furcher Web all ho pefe bet chañs da implijout.

Skoazellit Firefox


Gallout a rit hor skoazellañ da zasparzhañ Firefox en ur brofañ prantadoù amzer, arc'hant pe dafarioù periantel (urzhiataerioù...). Deuit e darempred ganeomp war SpreadFirefox.com hep gortoz ken !

Arc'hwelerezhioù Firefox


Merdeadur dre ivinenn

Digorit an ereoù war an drekleur ha gounezit amzer en ur gargañ meur a bajenn war un taol. Gouzout hiroc'h...

Harz ar prenestri-strinkañ

Harzit ar prenestri-strinkañ hag ar prenestri bruderezh a-drugarez d'an ostilh enframmet dre ziouer e Firefox.

Klask enframmet


Enframmet eo ent-eeun Google ha lod ag ostilhoù klask all er furcher. Ur varrenn glask nevez a islinenn ar gerioù klask kavet ganti ez a en-dro e-kerz ar biziata hep kinnig boest diviz klask all. Peurliesañ e c'hell bezañ lakaet gerioù alc'hwez ent-eeun er varrenn chomlec'h (biziatait « geriaoueg an natur » enni da skouer). Gouzout hiroc'h...

Gant surentez ha doujañs ouzh ar vuhez privez

Meizet eo bet Firefox en ur soñjal en ho surentez hag en doujañs ouzh ho puhez privez da gentañ penn. Gant Firefox ez eo hoc'h urzhiataer gwarezet diouzh ar meziantoù spierezh ma vez kavet war lod a bajennoù Web rak ne vo ket karget ar reolerezhioù activeX noazus gantañ. Un dastumad ledan a ostilhoù surentez eo hag a warant deoc'h da vont war ar Web suroc'h.

Sinedoù bev

Enframmadur al lañvioù sindikadur RSS a ro tu deoc'h da heuliañ ar c'heleier en amzer werc'hel hag haeziñ an nevezinti diwezhañ ha lec'hiennoù Internet gwell ganeoc'h. Gouzout hiroc'h...

Pellgargañ eeunaet


Enrollet eo ar restroù a bellgargit war ho purev evit oc'h adkavout diouzhtu gant aez. Na gollit ket hoc'h amzer dre glikañ en boestoù diviz evit kas ur bellgargadenn da benn hepken.

Aes da implijout


Eeun ha dre santout da gentañ penn, galloudus ha gantañ holl arc'hwelerezhioù gortozet kustum gant an implijourien digant ur furcher Web : sinedoù (merkerioù pajenn), rollad istorel, mod skramm-leun, zoum testenn a sikour ac'hanoc'h da lenn ar pajennadoù skrivet gant lizherennoù munut...

S, M, L pe XL : deoc'h da zibab


Firefox a zo ar furcher Web emdroüsoc'h dre ar bed a-bezh. Personelait ho parrennoù ostilhoù deoc'h-c'hwi dre ouzhpennañ hoc'h afelloù, stalit astennoù nevez a ledan gallouderezh ar meziant, ouzhpennit temoù nevez evit lakaat ho furcher da vezañ heñvel ouzhoc'h, dibabit ho keflusker klask gwell ganeoc'h... En em lakaat a ra Firefox da genglotañ gant hoc'h ezhommoù deoc'h-c'hwi : eeun, c'hwennet pe kontel suis gwirion eus ar Web anezhañ.

Staliet en un taol lagad


5,1 Me gantañ hepken, dindan Windows, pellgarget eo Firefox en ur prantad amzer dre ur c'hennaskañ gorrek pe kalz primoc'h (lod a eilennoù) dre ur c'hennaskañ prim. Mont a reot e-barzh buan-tre a-drugarez d'ar skoazeller staliañ hag enporzhiet e vo ho kempennoù a-vremañ dre an ostilh enporzhiañ : ereoù gwell ganeoc'h, gerioù-tremen enrollet ha roadennoù all o tont deus Internet Explorer pe eus furcherioù all.

Un hunvre evit ar c'houlevourien Web

Dont a ra Firefox gant ur strobad ostilhoù diret evit ar c'houlevourien Web. Gantañ e vez kavet ur penel Javascript/CSS galloudus hag un enseller teulioù a sikour deoc'h da zielfennañ frammadur ur bajenn Web gant munudoù araokaet.

Lennit ho posteloù, ket ar bruderezh

Ar posteler Thunderbird an hini eus ar c'hentañ eo a zeu da glokaat Mozilla Firefox...

Skor teknikel


Fellout a ra deoc'h bezañ sikouret ? Kit d'ar bajenn skoazell evit gwelout penaos e c'hell ho sikouriñ ar Gumuniezh hag an Diazezadur Mozilla Europa. Mod all e c'hellit lenn ar foromoù arbennikaet diwar-benn Firefox pe c'hoazh foromoù ar skor teknikel. Evit lenn ar Foar ar Goulennoù, an titouroù, temoù hag astennoù, lennit ar skoazell Firefox.

Evit ar c'houlevourien


Lennet e vez e pajennadoù ar c'houlevourien (e saozneg) pelec'h kavout tarzhoù ar goulev, dafarioù diorren, ar follennad-stur, h.a.

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 1 invité