OpenOffice.org 2.0 - m125 - e brezhoneg zo amañ !

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh OpenOffice.org e brezhoneg (1.1.x, 2.x ha 3.x)
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

OpenOffice.org 2.0 - m125 - e brezhoneg zo amañ !

Message par drouizig » mar. sept. 20, 2005 5:28 am

[erruet kozh eo ar pennad-mañ bremañ]

D'ar meurzh 20 a viz gwengolo 2005,

Tud yaouank,

A-benn ar fin em eus graet ma soñj da verañ savadur OpenOffice.org 2.0 e ma unan, 'vel em boa graet evit an doare 1.1.4.

'Mod-se ne vo ket ret gortoz stumm 2.0.1 (ha peuzvare e teuio er-maez..., n'ouzon ket re, marteze e miz Here pe miz Du 05...).

Prenet hon eus MSVC .NET 2003, torr penn e oa sevel anezhañ, met setu an disoc'h kentañ, savet e-pad an dibenn sizhun tremenet, amañ:
nevez: http://www.drouizig.org/cozumel1974/oo/ ... _br-FR.exe
(http://www.drouizig.org/cozumel1974/oo/ ... _br-FR.exe)

Chomet eo ar goulev staliañ e saozneg evit poent (kudenn LCID, met reizhet e vo an dra-se gant an doare diwezhañ forzh penaos).

Evel hor boa graet gant an 1.1.4 e klaskin sevel doareoù nevez bep sizhun betek ma vo mat a-walc'h ar goulev da vezañ dasparzhet er skolioù.

Philippe

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 0 invité