Message
par drouizig » lun. déc. 12, 2005 12:19 pm
Demat Cedric,
Da gentañ tout e vo ret staliañ OpenOffice.org 2.0.1 e galleg (pe en ur yezh all) pe c'hoazh OpenOffice.org 2.0 (pe muioc'h) e brezhoneg. An dra-se zo RET ha n'eo ket prest c'hoazh an 2.0.1 e galleg/saozneg (dav e vo gortoz un dousenn deiz bennak).
Ouzhpennet ez eo bet ent-ofisiel skor ar brezhoneg evel "yezh labour OpenOffice.org" adalek an 2.0.1 hepken (a-drugarez deomp ha ret e oa deomp stourmañ kalzik-kalz evit goulenn an dra-se diganto)... A-hend-all n'eo ket skoret c'hoazh meur a yezh bihan eus Frañs ganto, en o zouez an alsasianeg, ar c'horseg, ar plad, ar gallaoueg... da lâret eo n'eus ket tu da ziuzañ ar yezhoù-se evel "yezh labour" gant un teul OpenOffice.org.
Diwar-benn an difazier evit OO.org 2.0.1... ez eo tost prest met n'em eus ket lakaet anezhañ da bellgargañ war al lec'hienn c'hoazh. Kudennouigoù zo gantañ... ret e vo gortoz ur mizvezh bennak...
Kenavo,
Philippe
Dernière édition par
drouizig le ven. déc. 30, 2005 9:25 am, édité 1 fois.