Salud!
Echu m'eus da dreiñ Dotclear (ur meziant evit sevel ur blog), ma fell dit teurel ur sell, ha lâret hag eñ ez eus fazioù. Bez e c'hellez kinnig anezhañ da bellgargañ war KAD ma fell dit. Pe en ur lakaat anezhañ war da ftp, pe gant al liamm-mañ: http://stationlinux.org/ubuntu-bzh/pell ... 2.4-br.zip (bez ez eus unan all gant ar furmad tar.gz).
Giulia
Troidigezh « DotClear »
- drouizig
- Site Admin
- Messages : 484
- Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
- Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
- Contact :
Troidigezh « DotClear »
A-berzh Guilia:
- drouizig
- Site Admin
- Messages : 484
- Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
- Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
- Contact :
Demat Guilia,
Setu ma evezhiadennoùigoù,
oab = kadarnaet pe kinniget gant ofis ar brezhoneg.
install.lang
Digermer / Degemer
da heul / da-heul (oab)
gwispid / toupin (oab)
Votre configuration n'est pas suffisante. Contactez votre hébergeur pour résoudre ce problème. / ket troet
... Vous souhaitez sans doute le mettre à jour. / ket troet
Ouzpennañ / Ouzhpennañ
Ez-linenn / Ezlinenn (oab)
En-linenn / Enlinenn (oab)
main.lang
da heul / da-heul (oab)
Pas de miniature / ket troet
Essayer de faire la miniature /ket troet
Forte emphase / ket troet
Emphase / ket troet
skeudenn ziavaez / skeudenn diavaez (gra 'vel t'eus c'hoant, oab ha ni hon eus dibabet chom hep ober ar c'hemmadur)
Ha gourc'hemennoù evit da labour, ra vo kendalc'het !
a+,
Philippe

-
- Messages : 66
- Inscription : sam. août 20, 2005 3:26 pm
- Localisation : Aubervilliers, 'kichen Pariz
- Contact :
Reizhañ a rin an traouigoù a zo da reizhañ.
Ur goulennig: perak chom hep ober ar c'hemmadur evit "skeudenn ziavaez"?
Ha modal, an traoù n'int ket troet eo peogwir n'ouzon ket penaos lâret.
-miniature: skeudennig?
-emphase: mennozh ebet
-hébergeur: annezer m'oa soñjet, met moarvat ez eus un dra gwelloc'h
hag ar frazenn ziwezhañ 'zo bet disoñjet
Trugarez da vezañ roet ho ali ken buan!!
Ur goulennig: perak chom hep ober ar c'hemmadur evit "skeudenn ziavaez"?
Ha modal, an traoù n'int ket troet eo peogwir n'ouzon ket penaos lâret.
-miniature: skeudennig?
-emphase: mennozh ebet
-hébergeur: annezer m'oa soñjet, met moarvat ez eus un dra gwelloc'h
hag ar frazenn ziwezhañ 'zo bet disoñjet
Trugarez da vezañ roet ho ali ken buan!!
- drouizig
- Site Admin
- Messages : 484
- Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
- Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
- Contact :
Graet 'vez anezhañ dre gomz e Bro-Leon hepken. Goût 'ran mat eo bet levezonet kalz ar yezh skrivet gant al leoneg, met an darn vrasañ eus ar skrivagnerion ne reont ket gantañ. Met dit da zibab 'benn ar fin... an Dregeriz a blij dezho chom hep kemmañ an d (ne deuan ket... hag all), da bep hini da zifenn e rannyezh muiañ karet.perak chom hep ober ar c'hemmadur evit "skeudenn ziavaez"?
kavet em eus "pentadurig" e-barzh geriadur Garnier ?-miniature: skeudennig?
"Emphasis" e saozneg = lakaat ar boan war udb.-emphase: mennozh ebet
"stambouc'h ? : « un tamm stambouc'h a zo gant e gomzoù » : cuici i cause avec emphase... met tra-walc'h e vo ober gant 'pouezañ' marteze, komprenusoc'h evit an holl...
-
n'ouzon ket re, "herberc'hier" ?hébergeur: annezer m'oa soñjet, met moarvat ez eus un dra gwelloc'h.
Philippe
-
- Messages : 66
- Inscription : sam. août 20, 2005 3:26 pm
- Localisation : Aubervilliers, 'kichen Pariz
- Contact :
A, mat, ne ouezen ket... N'em eus ket a rannyezh muian-karet, komz a ran ur meskaj, hini bet desket e Diwan. Bon, lezel a rin gant ar c'hemmadur, dre ma n'eo ket ur fazi.Graet 'vez anezhañ dre gomz e Bro-Leon hepken. Goût 'ran mat eo bet levezonet kalz ar yezh skrivet gant al leoneg, met an darn vrasañ eus ar skrivagnerion ne reont ket gantañ. Met dit da zibab 'benn ar fin... an Dregeriz a blij dezho chom hep kemmañ an d (ne deuan ket... hag all), da bep hini da zifenn e rannyezh muiañ karet.
Pentadurig, perak ket... Moutig eo ar ger-se Ha poent eo din prenañ ur geriadur a-feson ivez. N'an ket pell-tre gant hini Roparz Hemon, koshaat a ra...kavet em eus "pentadurig" e-barzh geriadur Garnier ?-miniature: skeudennig?
Ober a rin gant pouezañ neuze, pe lakaat pouez, hervez ar frazenn."Emphasis" e saozneg = lakaat ar boan war udb.-emphase: mennozh ebet
"stambouc'h ? : « un tamm stambouc'h a zo gant e gomzoù » : cuici i cause avec emphase... met tra-walc'h e vo ober gant 'pouezañ' marteze, komprenusoc'h evit an holl...
Ne blij ket din kalz, met fin, gwelloc'h get netra.-n'ouzon ket re, "herberc'hier" ?hébergeur: annezer m'oa soñjet, met moarvat ez eus un dra gwelloc'h.
Trugarez evit da ginnigoù. 'Maon o vont d'ober se diouzhtu.
Modal, ha gwelloc'h eo lâret
peC'hoarvezet ez eus ur fazi/Ur fazi a zo c'hoarvezet
Ur fazi ez eus bet/Bet ez eus bet ur fazi
-
- Messages : 2
- Inscription : jeu. mai 11, 2006 3:02 pm
hébergement
Mat e seblant herberc'hier kinniget gant Philippe ivez. Ofis ar brezhoneg, dre dTermBret, en doa graet gant herberc'hiañ evit troidigezhioù zo dija. Poellek e vefe kadarnaat an dibab-se. Kavet e vez e geriadur Roparz Hemon (tu brezhoneg) war un dachenn all. Aes eo da gompren evit Yann vrezhoneger ivez.
Re: Troidigezh « DotClear »
Demat deoc'h, Dotclear stumm 2.* zo deuet er-maez ha troet 'm eus kalzig a dra. Trawalc'h eo evit implijout ar blog e brezhoneg met chom a ra un nebeut traoù el lodenn "askouezhioù".
Stagañ a ran ar pezh 'm eus graet dija amañ ha kenderc'hel a rit m'ho peus c'hoant, kas a rin al labour d'ar "mailing list" ofisiel evit ma vefe enrollet an droidigezh evit gwir.
Trugarez deoc'h ha ken ar c'hentañ!

- Pièces jointes
-
- br.zip
- Ar frazennoù ha n'int ket troet zo e galleg
- (74.6 Kio) Téléchargé 1036 fois