Staliet 'm eus Firefox en brezhoneg war ma urzhiataer ha laket ur ger-tremen mestr, ha paour-kaezh ac'hanon, 'm eus disoñjet kopiañ anezhañ 'tu bennaket.
Daoust hag-eñ e ouvezhec'h ur feson da adkavet anezhañ pe da distrujañ anezhañ. Kaer 'm eus bet distaliañ-adstaliañ anezhañ ha klask naetaat ar varilh gant RegSeeker, Ccleaner, jv16PowerTool ne vez ket ankaouaet ar ger-tremen mestr daonet-se. Pelec'h eo koachet ?
Trugarez vras dit. Mat eo evel-se.
Bet oan klask war ar genrouedad ha gant-se 'moa graet anaoudegezh er restr
"key3.db" hag e oan prest da dilemel anezhañ, kar ar pezh zo kinniget evit
adkavout ur ger-tremen mestr kollet zo gwall diaes evit ur beg melen
eveldon-me.