Demat d'an holl.
Gwelet 'm eus ur gemennadenn e Saozneg. Marteze n'eo ket ur gemenadenn o tont eus Firefox; met gwelet 'm eus 'nezhi pa oan o verdeiñ !
O paouez adstaliañ Windows (mezh warnon... goût 'ran, ar wech a zeu e staliin Linux...) e oan. Miret 'm boa restr-staliañ Firefox (an hini neveshañ d'am soñj). Diwaeget 'm eus pep tra gant WinRAR.
Ar gemennadenn a gaozee diwar-benn an "dachenn surentezet" hag an "hini disurentez", met e Saozneg, n'am eus ket soñj resis, lennet 'm eus se buan ha buan...