Demat deoc'h tudoù ker,
Nevez 'zo 'm eus bet ur gudenn vrav gant ma urzhiataer, ha ret e vo din prenañ unan nevez a benn nebeut, c'honvat. Implijout a ran ur c'hlavier c'hwerty abaoe pell dija, ha laouen kenañ gantañ.
Ar pezh em bije c'hoant gouzout eo hag eñ e c'hell bezañ implijet ar c'hwerty gant ur Mac ivez, pe gant windows nemetken ?
Mersi bras deoc'h,
A wir galon ganeoc'h,
Goulven