Evezhiadennoù yezh (Writer)

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh OpenOffice.org e brezhoneg (1.1.x, 2.x ha 3.x)
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Evezhiadennoù yezh (Writer)

Message par drouizig »

[A-berzh Selim]

ere / liamm
War a seblant e rez gant ar ger "ere" evit "lien", diwar GSTL., pezh a zo reizh: kavet e vez gant Roparz Hemon ha gant An Here (ha n'eo ket an ere!).

Padal e klevan tro dro din alies-kaer ar ger "liamm", boutinoc'h, tostoc'h ouzh "lien", "link", ha ken brezhonek hag "ere". Petra sonjit eus-se ?
Un dra-all: "Kas an ere" a dalvez "Envoyer le lien", met a-wezhioù "Enrollañ an ere" a vefe kevatal da "Enregistrer la cible" kentoc'h. Ha n'am eus ket komprenet perak.

Ke/eil
Forc'hellek e kavan "eil" er berradur "Ke/eil": ne vez komprenet nemet a drugarez d'ar gendestenn (mod-all e vije mesket gant ar ger "eil")... Ma'z eus tu tabutal war "Ke" pe "Ko" pe "KB" (mesket alies gant "Kb"), aze e kavfen furoc'h mirout ar berradur etrebroadel ha skiantel "s", degemeret gant an holl, evit "eilenn".

Lamm dornel

N'ouzon ket petra a dalvez "lamm dornel": un droidigezh ger-a-ger eus "Saut manuel" (enebet diouzh "Saut automatique"?) e seblant bezañ. Met aze ne glot ket an anv-gwan *dornel (n'am eus ket kavet anezhañ) gant spered ar brezhoneg a gav din.

lañvaz / aotre
Implijout a rit ivez "Kevrat lañvaz". Evit "Contrat de licence"? Aze e vez komprenet a drugarez d'ar gendestenn ivez. Boaz omp da glevout ha da implijout ar ger "aotre" (hag a zo kalz ledanoc'h, anzav a ran...). N'em eus kavet ar ger "lañvaz" na gant Roparz Hemon, nag e geriadurioù all, nemet gant re Preder pe GBAHE. E GIBR. e kaver "(?) lañvaz s. (?) raison,
bon droit."

A-du on, kentoc'h, evit lakaat gerioù kozh da advevañ pa'z eo ret evit bastañ d'an ezhommoù nevez. Met aze, ne gav ket deoc'h e vefe re arvarus kenderc'hel da implijout ur ger ken douetus ha distabil, ha pa vefe e-barzh GBAHE.? E gwirionez, n'ouzon ket petra soñjal diwar-benn ar ger-se...
Avatar de l’utilisateur
Alan Monfort
Messages : 63
Inscription : lun. mars 06, 2006 2:00 pm

Message par Alan Monfort »

Selim ker,

Heuliet em eus an hent boulc'het gant Preder. Re a draoù a oa da dreiñ (15000 arroudenn evit OpenOffice) evit chom da dabutal evit ger-mañ-ger pa oa bet savet ur geriadur stank, reizh e-keñver ar yezh gant tud barrekoc'h egedon. Un den pleustrek on ha ne blij ket din "adijinañ ar rod".

Tost marv eo ar yezh ha c'hoant em befe komz evel Julius Caesar ouzh ar senedourion : "Emañ an enebourion dirak dorioù Roma hag emaoc'h c'hoazh o tabutal". Pa lennan ar forom e welan tud diampart war an danvez (lavaret eo ganto o unan) o sevel o yezh dezho o unan peogwir ur ger ne blij ket dezho. N'on ket barrek da gompren seurt emzalc'hioù. A-benn nebeut ne vo ket tu d' en em gompren rak ar gerioù o devo talvoudegezhioù disheñvel hervez an den o komz : "aozadur" a dalvezo "organisation" evit unan ha "version" evit unan all... Gant HANDELV a ran hag rin rak ne vo ket kemesket gant un dra all.

Kinniget em eus un darn eus ar gerioù-mañ gant ma levr "Gerioù evit komz brezhoneg bemdez". Gwerzhet em eus 650 skouerenn, luc'heilet e vez evit ar c'hentelioù noz ha pajennad ma load o kinnig gerioù ar stlenneg zo an hini weladennet ar muiañ : http\\hizivandeiz.free.fr. Emañ ar c'heriaoueg-mañ o redek er bed a-bezh.

Ha d'an dud a lavar atav "ret eo d'ar ger bezañ komprenus gant an holl". N'anavezan ket yezhoù all komzet gant an dud hep bezañ bet desket. Ret e vo deskiñ, ret e vo strivañ ! Ur mignon din zo barrek gant ar bigi. Ober a ra gant gerioù kalvezel : floquer, drisse, haussière, étarquer, h.a. Ha goulennet e vo d'ar voraerion eeunaat o geriaoueg evit bezañ "komprenus" gant an holl ? Yezh ur vicher eo yezh ar stlenneg.

Liamm a gavit gwell eget ere. Mat, pa vo graet troidigezhioù ganeoc'h e rit gant ar ger-mañ. N'eo ket ur gudenn. Mar befe bet arveret liamm ganin e vefe bet unan bennak o kinnig ober gant ere, forzh penaos.
Afer "enregistrer la cible" a zeu marteze dre droidigezh c'halleg hon eus arveret evit treiñ OOO. Bremañ e troan diwar ar saozneg. Kalz aesoc'h eo. Grit gant OOO e saozneg ha goulennit digant an droourion eeunaat ar saozneg peogwir ur ger ne blij ket deoc'h...

Gwir e vez graet gant cm e brezhoneg. Peogwir e oa arveret Ke (pe Kb) ganin ne gaven ket souezhus ober gant eil. Ha sklaeroc'h e vefe "ke/s" ? Dre ar gendestenn e vez komprenet "s" evel seconde(s). E'm geriadur e kavan :
S, s
[&s] n. masc.
1. Dix-neuvième lettre de l'alphabet et quinzième consonne.
2. S.: abr. de sud.
3. s: abr. de seconde.
4. S: symb. chimique du soufre, symb. du siemens. / S: symbole employé en thermodynamique pour désigner l'entropie.
5. ASTR. S: type spectral d'une étoile.
6. S: désigne la Suède dans la codification internationale des véhicules.

Gwir, kalz sklaeroc'h eo "s" eget "eil" rak hon eus un "s" bihan...

Ster ur ger a zeu gant ur gendestenn ivez. Lennit labourioù ARTIGAL evit dizoleiñ penaos e vez kelennet ar yezhoù d'ar vugale. Dre ur gendestenn e teu ster evit ur bugel. Lavarit "taol" d'ur bugel evit ar wech kentañ (hag amañ "coup" pe "table" eo hervezoc'h ?). Ne gompreno ket. Savit ur frazenn en ur ziskouez ha komprenet e vo.

Dornel ne vo ket kavet, ne vo ket kavet diaoulek pe diaoulel kenebeut peogwir e c'heller sevel un adanv gant kalz anvioù dre ouzhpennañ al lostgerioù -el pe -ek. Moarvat e vefe re hir reiñ an holl anezhe. diaoulel : e-keñver an diaoul (relatif au diable) ; diaoulek : gant an diaoul ennañ. Gant R. Hemon, emañ al lostger -el roet p. 10 eus e c'heriadur. Gant an dorn e vez kliket evit lammat eus un ere d'unan all. Mar fell deoc'h e vo skrivet "Lamm dre an dorn". Petra a ginnigfe OAB ?

Desket hoc'h eus lañvaz, gourc'hemennoù ! Ur ger ouzhpenn en ho penn... Pinvidikaet hoc'h eus ho yezh ha yezh ar re a lenno ar pennadoù-mañ. :) Evit orin ar ger : Lavar 10 KIS-435 ; pp 125-126. Mar bez lennet ar pennadoù embannet e Lavar e welot barregezh an izili eus Preder. Ne savont ket gerioù diwar un ijinadenn droch. N'hallan ket lavarout an dra-se diwar-benn an holl...

Amañ em eus respontet da galz a dud ha ket deoc'h hepken, fiziañs 'm eus ez eo bet komprenet ganeoc'h. :)
A galon,
Alan
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig »

[a-berzh Selim]

Mentrezh, Ezporzh eeun e mentrezh PDF, Seveniñ ar mentrezh
s.o. an evezhiadennoù diwar-benn mentrezh / furmad.
Kinniget hon eus ober gant furmad.

Gwiriadur emgefreek
Marteze "Gwiriadur emgefre" a vefe trawalc'h?

Gourere
s.o. Ma evezhiadenn ere / liamm. Kinniget e oa bet ganeomp "gourliamm"
c'hoazh.

Gallery
E saozneg emañ titl an arlun?

Tarzhioù roadennoù
"Source de données"?

Anv an nodrezh, Ment nodrezh, Liv nodrezh
Kinniget hon eus ober gant "font", evel an doareoù saoznek ha kembraek.
N'eus nemet ar galleg a ra gant "police de caractères"?

Anneuenn foñs
Petra a dalvez? "trame de fond" a gomprenan. Daoust d'ar fed e implijomp "steuñvenn" evit "trame", n'am eus netra a-enep "anneuenn". Nemet e vefe gwelloc'h marteze – ha sklaeroc'h sur a-walc'h – ober gant "dreistlinennañ" (kevatal da "surligner", "surlignage").
Avatar de l’utilisateur
Alan Monfort
Messages : 63
Inscription : lun. mars 06, 2006 2:00 pm

Message par Alan Monfort »

Roet em eus talvoudegezh ar ger "format", neuze : mentrezh.

Emgefreek a lennan a-hed al levrioù troet gant OAB "Internet didorr" ha "Windows 98" e brezhoneg.

Tarzhioù roadennoù : sources de données.

Mar bez graet gant "font" e brezhoneg e kinnigan dilezel ar ger "telenn" (harpe) ha lavarout "HARP" evel e galleg e saozneg hag en holl yezhoù pe dost :((

Trame de fond zo un droienn vicherel (mat eo e-keñver spered ar yezh ?) a vo komprenet gant ar voullerion. Da lâret eo aozadur ar poentoù liv an eil e-keñver egile a-benn "krouiñ" al livioù dre gemmeskañ. Ar surlignage n'eo ket une trame de fond. Kit da lenn ul levr diwar-benn ar moullerezh.
Alan
Répondre