Salud.
Staliet em eus stumm brezhonek diwezhañ Thunderbird (dle 1.0.5.9, n'em eus ket kavet ar stumm 1.0.6 war al lec'hienn) hag e tro mat-kaer, war-bouez un dra : ar c'harned chomlec'hioù. N'haller ket sevel fichennoù nevez ennañ. Ar gudenn-se a oa bet ivez gant stummoù brezhonek kentañ ar meziant, met e kave din e oa bet renket... ha diskoulmañ ar gudenn-se a c'hallet ober ? Trugarez.
Herve
Karned chomlec'hioù
- drouizig
- Site Admin
- Messages : 484
- Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
- Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
- Contact :
Trugarez Herve da vezañ kaset keloù deomp diwar-benn ar gudenn-mañ.
Posubl eo reizhañ ar gudenn dre bellgargañ ar restr da heul:
http://www.drouizig.org/Pellgargan/BepSeurt/br-FR.jar
lak anezhi e-lec'h hini zo bet staliet dre ziouer war da urzhiataer,
e C:\Program Files\Mozilla Thunderbird\chrome\
M'ho peus kudenn-mañ-kudenn ez adkrouin ur goulev staliañ nevez,
Trug,
Philippe