Troidigezh Opera hizivaet

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh ar meziantoù dre-vras
jañ-mai
Messages : 2
Inscription : jeu. juil. 28, 2005 1:19 pm
Localisation : Roazhon
Contact :

Troidigezh Opera hizivaet

Message par jañ-mai »

Lod ac'hanoc'h o deus soñj moarvat e oa bet troet en hor yezh ar merdeer Opera e deroù 2001 gant Ofis ar Brezhoneg. Ur labour a-feson a oa bet graet, met siwazh ne oa ket bet rakwelet al labour ratreañ : div pe deir gwezh ar bloaz e teu er-maez un aozadenn nevez eus ar meziant, enni kemmoù en etrefas o dije ezhomm bezañ kemeret e kont en droidigezh.

Un nebeut mizioù 'zo, gant ar soñj da dennañ splet eus al labour geriaouiñ bet graet war an droidigezh-se a-benn kas war-raok labourioù treiñ all em eus kiet evit treuzfurmadiñ restroù Opera e seurt d'o implijout gant ar meziant treiñ on boas outañ. Goude bezañ deuet a-benn em eus kavet e vije kenkoulz lakaat ar striv-mañ da dalvezout evit Opera e-unan, en ur hizivaat an droidigezh anezhañ eta. Skoazell adlenn hag geriaouiñ am eus bet gant an Ofis, setu m'emaon bremañ e stad da ginnig deoc'h un droidigezh klok eus aozadenn ziwezhañ Opera, an hini 9.10 (hag an eil ziwezhañ war briz, hini 9.02 eta).

Pell a vezañ direbech emañ an droidigezh-se avat, setu perak e kinnigan d'an dud a youl-vat he kargañ hag hec'h amprouiñ ez-bev, en ur c'hoari gant ar meziant evit diskoachañ ar fazioù a chom sur a-walc'h. Bez' ez eus troiennoù n'am eus ket komprenet e peseurt kenarroud e talvezent, hep kontañ lod all am eus ranket treuzintent. N'on ket boas da implijout ar flap, na kewerusterioù evel ar gwazhioù / lañvioù RSS.

El liamm a-is e vo kavet troidigezh aozadennoù diwezhañ Opera :

http://jdrapier.club.fr/Opera/troidigezh.html

Na dermit ket, grit un amprouadenn. Deuet mat eo ho tivankadennoù hag hoc'h evezhiadennoù, kentoc'h war ma chomlec'h personel eget war al listenn-skignañ-mañ.

A galon,
Jañ-Mai
Avatar de l’utilisateur
Gwenael
Messages : 20
Inscription : mer. déc. 08, 2004 6:36 pm

Message par Gwenael »

Gourc'hemennoù da JMD evit e labour. Evezhiadennoù a rin ma kavan amzer met merzet 'm eus un dra souezhus a-walc'h pa 'm eus klasket implijout Opera: e foromoù Kervarker e teu an divizoù war wel e stumm kolonennoù strizh, en ur mod disheñvel ha dilennus-a-walc'h diouzh ar pezh a weler pa implijer ur merdeer all.
A wir galon,
Gwenael
Répondre