Arabat treiñ [en] Edit gant [br] Embann

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh OpenOffice.org e brezhoneg (1.1.x, 2.x ha 3.x)
jañ-mai
Messages : 2
Inscription : jeu. juil. 28, 2005 1:19 pm
Localisation : Roazhon
Contact :

Arabat treiñ [en] Edit gant [br] Embann

Message par jañ-mai »

[en] "Edit" <=> [br] "Embann" : sed amañ unan eus an dibab gerioù mantrusañ a gavan er meziantoù troet gant An Drouizig. Ha n'eo ket war zigarez e kaver ar memes hini e-barzh Geriaoueg Eil Derez Diwan Nn 19 (Kompoderezh) evel e-barzh Geriadur ar Stlenneg gant Guy Etienne e rankfe mirout ouzhimp a brederiañ pelloc'h. N'eus geriaoueg ebet a rankfer sellet outañ evel unan peurechu, dreist-holl pa 'z eus anv a nevezc'herioù. Evit displegañ (ha n'eo ket reizhabegañ !) dibab aozerien an daou levr meneget a-us, me 'gred din int aet dre varvouzañ [fr] "Editer", p'o doa ar gallegerien eus o zu marmouzet dre dre c'haou [en] "Edit". Techet eo bet an aozerien-se da zisoñjal ez eo ar saozneg (ha neket ar galleg) yezh-kein ar stlenneg. Dav eo deomp loc'hañ bewezh diwar ar ger saoznek eta, ha na reiñ d'ar galleg (asambles gant yezhoù ledet all) muioc'h a dalvoudegezh eget ur vammenn a c'hallfe bouetañ hon awen, ma c'hoarvezfe ganti chom boud.

Neuze, peseurt ster en deus [en] "Edit" e bed ar meziantoù ? Peurvuiañ ez eo titl ul lañser a vez bodet ennañ kement arc'hwel ("Copy", "Cut", "Paste", "Find & replace"...) a ro an tu da gemmañ ar restr emeur o labourat warni. Perak eo aet ar saoznegerien da gerc'hat ar verb-se evit gwiskañ ar seurt meizad ? Dre ma talveze dija ar verb [en] "edit" kement ha "prientiñ ur skrid a-benn e embann" (gouez d'am Harrap's). An [en] "editor" eo an "den e karg eus prientiñ testenn ul levr, pe da ren skridaozañ ur gazetenn", n'eo ket an hini a lak anezhi da zont er maez na da vezañ ingalet. Hemañ diwezhañ hepken eo hini a reer ahezhañ un [fr] "éditeur", [br] "embanner"... ha [en] "publisher".

Mignoned faos eo neuze [en] "Edit" ha [fr] "Editer", kenorin a-dra-sur, met c'hoarvezet ganto emdroadurioù disheñvel. War zigarez eo bet kontamnet, en degouezh-mañ evel e meur a hini all(1), ar galleg gant ar saozneg, daoust hag e rankomp ni brezhonegerien treuzskrivañ aketus ar fazi-mañ en hor yezh ? Ne gav ket din...

Ha petra dalvez [br] "embann" ? Kement ha "reiñ da c'houzout". Sellomp da skouer ouzh an droienn [br] "embann war ar groaz", a ra dave d'ar c'heloù a veze kemennet gant an Ao. Person, dirak engroez ar fideled, e diwezh an oferenn a-raok ar bennozh klozañ (kar d'ar [fr] "publier les bans"). Gwechall, an "embanner" a oa un den (un taboulin gantañ ouzh e c'houriz peurliesañ), a oa e gefridi reiñ, dre vouezh, ar c'heleier da c'houzout ; pe c'hoazh da geñver ur gwerzhadeg, an hini a roe ar prizioù da glevet, s.o. danevell holvrudet Jakez Riou, Yann, embanner al ludu. Da heul, pa 'z eo deuet war wel ar vicher moullañ skridoù a-benn o skignañ, ez eus bet astennet ster ar ger [br] "embann" a dalvez ivez kement ha "lakaat ur skrid da vont er-maez e stumm ul levr pe ur gazetenn". Mil bell emaomp gant se eus an arc'hwel a zo e kaoz en hor meziantoù, lec'h ma 'z eus anv a labourat sioulig an-unan-penn, dirak ar skramm hag ar c'hlavier, evit kemmañ endalc'had ur restr. Lod eus ar restroù bet [en] "Edited" a vezo embannet un deiz, met ar bras anezho na vezint biken james.

Setu perak hor boa, ma mignoned eus skipailh treiñ KDE ha me, kaset an "embann"-se d'ar blotoù ken abred ha 1998, ha goude en em soñjal gant tud TermBret hor boa erlec'hiet anezhañ gant "aozañ". Ne oamp ket aet gwall bell da glask, pa oa degemeret madig a-walc'h "skridaozañ" e metoù ar gwask hag an embann, gant ar ster "sevel un destenn / e brientiñ evit an embann", dres. Amañ evit ar meziantoù e oa ledanoc'h an dachenn eget hini ar skridoù hepken, setu perak hor boa lamet ar rakger "skrid". Kinnigoù all a oa eus "kempenn", "fichañ", "kemmañ", met gant "aozañ" eo aet ar maout buan a-walc'h. Un tamm evel ma aozer ur meuz ec'h aozer ur restr, ne gav ket deoc'h ? Rekipeoù disheñvel a c'haller lakaat e pleustr, pep hini a ra evel ma kar, met e fin ar gont e vo disheñvel ar restr e diwezh un abadenn aozañ diouzh ar pezh edo en deroù. An dibab-se, graet evit KDE eta, a zo bet degemeret evit troidigezh levrioù MicroApplication, da c'houde troidigezh "istorel" Opera e 2001, hini Mandrake e 2002 ha meur a droidigezh all da heul.

Gwall souezhet on bet eta pa 'm eus gwelet an "Embann" daonet-se e barrenn-lanserioù pennañ OOo (ha meziantoù all). Me gred din eo mennet skipailh An Drouizig gant ur spered a geneskemm etre ar an dud a bled gant ar stlenneg e brezhoneg. Kement-se a dalvez e c'hell peb hini tennañ e vat eus ar preder hag an dibaboù bet graet gant e ziaraogerien. En degouezh-mañ e seblant din n'eo ket bet graet. Koulskoude gant ar pal-se an hini eo am boa lakaet enlinenn geriaoueg KDE ha pajennoù all a-zivout an troidigezhioù kemeret e karg ganin. Kerse eo din n'he dije ket talvezet c'hoazh ar skiant geriaouiñ bet prenet e korf pevar bloaz. Met n'eo ket re ziwezhat, hag o pediñ a ran d'en em soñjal war ar c'hraf a zisplegan amañ (lod all a kasin dizale).

A galon,
Jañ-Mai

(1) ar c'hemmesk [en] "Edit" => [fr] "Editer" a gavan ken dizereat ha
  • [en] "negociate a curve" => [fr] "négocier un virage" (e-lec'h "aborder")
  • [en] "tremendous performance of an actor" => [fr] "performance éblouissance d'un acteur" (e-lec'h "prestation")
  • [en] "We all support this policy" => [fr] "Nous supportons tous cette politique (e-lec'h "soutenons")
  • [en] "The financials results improved dramatically" => [fr] "Les résultats financiers se sont améliorés dramatiquement" (e-lec'h "considérablement"
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig »

[a-berzh Alan Monfort]

Jañ-Mai ker,

Abaoe an deroù em eus lavaret e heulian Geriadur ar stlenneg evit ma zroidigezhioù.

Kejet em boa ouzhoc'h e Roazhon, gant Philippe, evit kinnig OOo. Lavaret ho poa deomp e oa bet soñjet traoù zo abaoe Geriadur ar stlenneg. Goulennet em boa diganeoc'h daoust hag e oa bet embannet ho roll gerioù. Ne oa ket bet. Goulennet em boa diganeoc'h daoust hag e veze kavet war Internet. Ne veze ket kennebeut hoc'h eus respontet din. E miz Du 2004 e oa, me gav din. Neuze n'on ket bet plijet pa 'm eus lennet ne oa ket bet heuliet ho roll. Ne 'm eus lennet kemennadenn ebet evit reiñ deomp chomlec'h ho pajennoù.

Rebechet e eo bet deomp na heuliañ ket ho skouer. C'hwi kennebeut : KETAL am eus lennet war ho roll. ETREFAS a lennan war ar meziantoù troet ganeoc'h ha Fulup Jakez. Ret eo heuliañ ho skouer, neuze ret e vefe bet deomp arverañ ar ger milliget FURMAD, bet dilezet gant F. Jakez e unan e troidigezh SKYPE. Ha rebechet eo bet outañ bezañ dilezet ar ger-mañ ? Ret e vefe bet deomp arverañ KEVREAÑ (o talvezout «relier» ha n'eo ket «connecter»).

Setu chomlec'h ho roll :
http://jdrapier.club.fr/KDE/geriaoueg.html

Pet ger a zo war ho roll ? 200-300 ? Tizhet hon eus 830 ger en hor roll. Ha roet hon eus ar chomlec'h diouzhtu. Neuze ez eo klokoc'h hor geriaoueg eget ho hini, da vihanañ. Hag arveret hon eus geriadurioù ar fizik, ar jedoniezh, ar mediaoù ivez.

Setu chomlec'h hor roll :

http://hizivandeiz.free.fr/loadnevez/220.htm

evel-se e vo keñveriet hor rolloù gant ar re a lenno an destenn-mañ.

Setu displegadenn ar ger Edition/Embann gant Geriadur ar stlenneg (p. 142) :
1391. édition – editing – embann
1. Moulañ ur bodad disoc'hoù oc'h ober gant mentrezhoù kevaraez d'ur pajennaozañ lavaret.
2. Sevel pe daskemmañ ur restr roadennoù pe goulevioù

kevaraezañ : permettre

hag ouzhpenn (pajenn 267) :
2562. menu Edition – Edit menu – lañser Embann
Lañser a zo ennañ arc'hadoù embann evel Troc'hañ, Eilañ, Pegañ, h.a.

Aet on skuizh gant rebech-mañ rebech diwar-benn ger-mañ-ger. Meur a c'houlenn am eus savet ouzhoc'h, da lavaret eo tud an Ofis (s.o. ar goulenn diwar-benn postel/postelioù da skouer). Ne respontit ket. Neuze bremañ ne respontin ket ken ouzh ho rebechoù. Labourat a rin.

A galon,

Alan Monfort
Giulia
Messages : 66
Inscription : sam. août 20, 2005 3:26 pm
Localisation : Aubervilliers, 'kichen Pariz
Contact :

Message par Giulia »

Aet on skuizh lenn seurt tabutoù na gasont da neblec'h... Pe e tabutomp, en un doare dedennus ha sioul evit mont pelloc'h, pe e ra an droourien bep e labour en e gorn, hep komz gant ar re all.
Anat deoc'h e kavan droch an eil diskoulm.
Spered ar meziantoù frank troet ganeomp eo an eskemm, ar c'hendiviz, ar c'henskoazell. Siwazh em eus ar santimant n'eo ket gwir atav e-touesk an holl droourien war ar brezhoneg. Daoust hag eñ ne vije ket tu komz holl asamblez, ober dibaboù holl asamblez, en ur gaout doujañs ouzh ar re all, en ur asantiñ cheñch ali bep ar mare p'eo sklaer emaomp o faziañ? Me ivez m'eus ur penn kalet, me ivez m'eus c'hoant implij ar gerioù a blij DIN. Koulzkoude e klaskan kaout er penn meur a zra:
- petra zo bet implijet gant ar re all araozon
- petra eo an aesañ da gompren evit ur v-brezhoneger-ez n'he/en deus ket c'hoant tremen eurvezhioù da gompren ur frazenn eus ur meziant
- petra eo ar ger o klotañ ar gwellañ gant ar ster hon eus c'hoant da reiñ

Adalek ar mare-se, ez eus tu ober dibaboù, ha tabutal warno, a-benn kavout an diskoulm gwellañ. Siwazh, n'eo ket ar pezh 'vez graet evit poent m'eus aon, an darn vrasañ a labour en o c'horn. Dipitus. Dreist-holl pa ouezer na pegen bresk eo ur yezh evel ar brezhoneg, na pegen nebeut a dud a implij ar meziantoù troet evit poent, ha nebeutoc'h a dud c'hoazh evit tremen amzer da dreiñ anezho. Ma fell deomp e vo implijet ar meziantoù e brezhoneg en un doare hollekoc'h er skolioù, gant ar vrezhonegerien, er melestradurezh, dav deomp ober strivoù evit en em glevout, ha kinnig troidigezhioù o kenglotañ an eil re gant ar re all. Evit poent e vez implijet gerioù 'zo 'barzh OOo, gerioù all 'zo barzh Firefox ha Thunderbird, lod all c'hoazh barzh KDE, hag Ubuntu oc'h ober un tamm meskaj eus pep tra.
Me gav din emaon e touesk ar re yaouankañ o kemer perzh, youll a zo ganin ha gant tu all ivez, met dav deomp gellout kaout ur gwir tabud etrezomp holl. Da gentañ evit bezañ efedusoc'h, ha chom hep klask gerioù e-pad eurvezhioù, ha da eil peogwir eo plijusoc'h labourat a-stroll eget hon unan.
N'ouzon ket gant piv emañ ar gwir pe gant piv n'eo ket, ar pezh a ouezan eo e kavan tagus alies ar c'hemennadennoù eskemmet, ha dipitus kenañ e kavan an dra-se.

Moarvat o deus ezhomm an dud da vrezeliñ pa n'eus ket eus ur brezel gwirion evit lakaat o buhez en arvar da vat... :roll:

Ya enervet on gant seurt traoù.
Giulia.
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig »

Forzh penaos n'eo ket bremañ ar c&apos;houlz vat evit cheñch ger-mañ-ger 'ba hon troidigezhioù.

Implijet e vez 'Embann' evit 'Edit' gant kalz a dud ha n'int ket arbennigourien war ar stlenneg : 'blam da-se ne cheñchin ket ar ger-se, daoust ma vez reizh a-walc&apos;h pezh zo bet menneget gant Jañ-Maï (Ober gant 'Aozañ' n'eo ket fall kennebeut, gwir eo, met ret e oa dibab ur ger hag Alan n'eus displeget an abegoù).

Philippe
Répondre