An argerzh staliañ kinniget ne valee ket gant va c'hefluniad: Mac OS X.5.6 ha NeoOffice 2.2.5 Patch 6.
Ret eo bet din ober klik dehou war an arlun NeoOffice (an hini nemetañ a oa er restr "applications") ha dibab "afficher le contenu du paquet" neuze: contents - share - dict - ooo, ouzhpennet e'm eus an teulioù pellgarget, ouzhpennet e'm eus al linenn en teul "dictionary.lst".
Neuze e'm boa ar brezhoneg e roll yezhoù an difazier. Diarveradus e oa avat. Distreiñ a rae bepred da c'halleg (Bro-C'hall)...
Neuze ez on bet e barenn al lañserioù - NeoOffice - préférences - arventennoù yezh - yezhoù, ha lakaet e'm eus "brezhoneg" e pep lec'h (ketal arveriad, amva yezh, yezhoù dre ziouer evit an teulioù - kornog, ha zoken an euro keit hag ober)
Hañval a ra mont en-dro bremañ. Fou!
Tro a vo din bremañ labourat en un endro brezhonek.