Demat deoc'h holl.
Ar re a ver foromoù phpBB o deus gwelet moarvat e oa bet embannet ar stumm 3.0.
O treiñ hounezh emaon, met bras-kenañ eo, setu ne vo ket peurechu diouzhtu. Dre m'emaon e vakañsoù ez in buan a-walc'h memes tra. Ouzhpenn-se ez eus bet troet ul lodenn dija ganin.
Un "ultimatom" a vez roet d'an droourien : ar Sul 10/06. D'ar mare-se em bo kaset un droidigezh peuzachu dezho. Ne vo ket graet pep tra moarvat, met ar pajennoù a vez gwelet ar muiañ. Goude se e vo klokaet tamm-ha-tamm. A-raok fin ar miz e vo prest pep tra.
Laouen e vin da gaout un taol-sikour m'ho peus c'hoant hag amzer.
Digarezit ac'hanon ma n'hallit ket ober diouwhtu gant phpBB3.0 c'hoazh.
A galon,
Malo.