Troidigezh « SPIP »
Publié : lun. oct. 31, 2005 5:39 am
Salud dit,
Echu on gant troidigezh SPIP. Met, o kaozeal gant merourien ar meziant, hon eus soñjet e vefe gwelloc'h ma ne vefe ket lakaet ur restr distag war lec'hienn drouizig, evit meur a abeg :
- an holl yezhoù a vez lakaet asambles gant ar pakad, ar pezh a dalvez n'eus ket ezhomm da ginnig ar brezhoneg en un doare distag. (d.l.e. ivez e vo kinniget SPIP e brezhoneg war holl lec'hiennoù ar Web savet gant SPIP… Woaw !)
- forzh piv a c'hell kemm/reizhañ/klokaat an droidigezh diouzhtu war al lec'hienn, setu, a-benn ur mare, e vefe marteze diforc'hioù etre an doare kinniget war Drouizig hag an hini a vez kinniget war SPIP. (evit ar poent-se em eus displeget dezho afer an diforc'hioù savboent war ar geriaoueg hag ar skrivadurioù etre ar breizhiz : ma'z eo evit kemm pep tra e falc'hunek pe e "lañgaj ar peupl" e vo savet daou stumm ouzh an droidigezh : unan peurunvan-nevezc'herioù (ma hini) hag unan all).
- merourien SPIP n'o deus ket c'hoant da goll amzer oc'h ober war-dro merañ ar restroù-yezh pa vez nevesaet tra pe dra : en-linenn emañ pep tra, ha da bep hini d'en em zibab. Asantet o deus d'hen ober evit ma c'hasadenn gentañ (displeget em eus dezho n'hallen ket treiñ pep tra en-linenn, o vezañ ma n'em boa ket an ADSL, ha ma labouren war un urzhiataerez all hep internet…), met ket da c'houde.
Setu ma kinnigan dit sevel ur bajenn, warni un destenn-kinnig ouzh SPIP (ober a rin unan dit a-benn nebeut ma karez), hag ul liamm davet lec'hienn SPIP. Forzh piv, o pellgargañ ar pakad a-bezh, en do ar stumm vrezhonek ennañ dre ziouer…
Kas a rin an destenn dit.
A galon, Malo.