Salud dit,
Echu on gant troidigezh SPIP. Met, o kaozeal gant merourien ar meziant, hon eus soñjet e vefe gwelloc'h ma ne vefe ket lakaet ur restr distag war lec'hienn drouizig, evit meur a abeg :
- an holl yezhoù a vez lakaet asambles gant ar pakad, ar pezh a dalvez n'eus ket ezhomm da ginnig ar brezhoneg en un doare distag. (d.l.e. ivez e vo kinniget SPIP e brezhoneg war holl lec'hiennoù ar Web savet gant SPIP… Woaw !)
- forzh piv a c'hell kemm/reizhañ/klokaat an droidigezh diouzhtu war al lec'hienn, setu, a-benn ur mare, e vefe marteze diforc'hioù etre an doare kinniget war Drouizig hag an hini a vez kinniget war SPIP. (evit ar poent-se em eus displeget dezho afer an diforc'hioù savboent war ar geriaoueg hag ar skrivadurioù etre ar breizhiz : ma'z eo evit kemm pep tra e falc'hunek pe e "lañgaj ar peupl" e vo savet daou stumm ouzh an droidigezh : unan peurunvan-nevezc'herioù (ma hini) hag unan all).
- merourien SPIP n'o deus ket c'hoant da goll amzer oc'h ober war-dro merañ ar restroù-yezh pa vez nevesaet tra pe dra : en-linenn emañ pep tra, ha da bep hini d'en em zibab. Asantet o deus d'hen ober evit ma c'hasadenn gentañ (displeget em eus dezho n'hallen ket treiñ pep tra en-linenn, o vezañ ma n'em boa ket an ADSL, ha ma labouren war un urzhiataerez all hep internet…), met ket da c'houde.
Setu ma kinnigan dit sevel ur bajenn, warni un destenn-kinnig ouzh SPIP (ober a rin unan dit a-benn nebeut ma karez), hag ul liamm davet lec'hienn SPIP. Forzh piv, o pellgargañ ar pakad a-bezh, en do ar stumm vrezhonek ennañ dre ziouer…
Kas a rin an destenn dit.
A galon, Malo.
Troidigezh « SPIP »
- Gweladenner-kozh
- Messages : 33
- Inscription : lun. déc. 20, 2004 10:33 am
- Localisation : Orleañs
- drouizig
- Site Admin
- Messages : 484
- Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
- Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
- Contact :
Nozvezh vat dit Malo,
Fiskal!
Setu ur meziant all troet e brezhoneg kempenn. Hag emaout oc'h implijout SPIP evit da lec'hienn er mare-mañ ? Gra evel t'eus c'hoant e-keñver e skignerezh gant ma vo eeun an traoù evit e gavout hag e bellgargañ... ez eo ingal din forzh penaos.
Prest on da lakaat ur bajenn en-linenn evit kinnig da labour, o c'hortoz da bennad-skrid emaon neuze!
A-hend all e vo lañset ganeomp ha gant an Ofis OOo.org 2.0 e brezhoneg ar sizhun ma zeu (adlennet o deus lod eus izili an Ofis hon troidigezh hag ar c'hemennad ofisiel hon oa skridaozet evit an degouezh). Prest eo ar stumm brezhoneg evit Windows war ar forom ha savet e vo ar stummoù evit Linux ha MacOSX er brank ofisiel dindan berr amzer...
Kaout a ra din e vefe mat lakaat an diviz-mañ war forom an Drouizig. A-bouez eo boueta an "espas publik" evit diskouez d'ar weladennerien ez eus traoù bev war Internet e-keñver ar stlenneg e brezhoneg.
Da aotre emaon o c'hortoz...
Kenavo,
Philippe
Fiskal!
Setu ur meziant all troet e brezhoneg kempenn. Hag emaout oc'h implijout SPIP evit da lec'hienn er mare-mañ ? Gra evel t'eus c'hoant e-keñver e skignerezh gant ma vo eeun an traoù evit e gavout hag e bellgargañ... ez eo ingal din forzh penaos.
Prest on da lakaat ur bajenn en-linenn evit kinnig da labour, o c'hortoz da bennad-skrid emaon neuze!
A-hend all e vo lañset ganeomp ha gant an Ofis OOo.org 2.0 e brezhoneg ar sizhun ma zeu (adlennet o deus lod eus izili an Ofis hon troidigezh hag ar c'hemennad ofisiel hon oa skridaozet evit an degouezh). Prest eo ar stumm brezhoneg evit Windows war ar forom ha savet e vo ar stummoù evit Linux ha MacOSX er brank ofisiel dindan berr amzer...
Kaout a ra din e vefe mat lakaat an diviz-mañ war forom an Drouizig. A-bouez eo boueta an "espas publik" evit diskouez d'ar weladennerien ez eus traoù bev war Internet e-keñver ar stlenneg e brezhoneg.
Da aotre emaon o c'hortoz...
Kenavo,
Philippe
- Gweladenner-kozh
- Messages : 33
- Inscription : lun. déc. 20, 2004 10:33 am
- Localisation : Orleañs
Salud dit,
Gra evel ma karez evit brudañ ar meziantoù. Un dra a zo memes tra : n'on ket "troer" SPIP, peogwir n'eus ket ouzh un "troer ofisiel" evel ma'z eus evit phpBB da skouer. boulc'het e oa bet an droidigezh gant tud all araozon, daoust ma n'o doa graet nemet un nebeud frazennoù ha ma oa bet dilezet al labour ganto abaoe pellik, ha dre m'emañ da gaout en-linenn e c'hello bezañ gwellaet gant forzh piv. Setu, kinnig ar meziant kement ha ma karez, met na ginnigez ket anezhañ o lavar "ar meziant bet troet gant Malo", seurt traoù…
Setu amañ an destennig-kinnig SPIP. Evel ma weli n'eo ket graet kement-se evit lec'hiennoù evel ma hini, met kentoc'h evit re gant pennadoù (aet on e-darempred gant Kervarker da skouer, o c'houzout m'o doa poan da genderc'hel d'ober war-dro al lec'hienn, ma staliafent SPIP e c'hellfe al lec'hienn mont en-dro e-unan !)

Gant SPIP e c'heller sevel lec'hiennoù, hep bezañ barrek war ar stlenneg (ket ezhomm da c'houzout kodiñ pe programiñ), hag aotreañ an dud da vagañ al lec'hienn gant o fennadoù. Azas eo SPIP dreist-holl evit sevel lec'hiennoù gant pennadoù, da lâret eo kazetennoù, pe lec'hienn ur c'hevredigezh gant he skridoù, pe zoken ur blog,… Aes-tre eo merañ ar skridaozerien lies hag ar yezhoù lies.

Setu ar pezh a c'heller ober gant SPIP :

skrivañ ur pennad, kinniget brav, liammoù ha notennoù ennañ, stagañ teuliadoù, liammañ troidigezhioù, hep gouzout tra ebet d'an HTML, adalek internet, hep pellgargañ ur meziant bennak…

reiñ o ali pe resisadurioù, gant forumigoù stag ouzh ar pennadoù

kinnig ul lec'hienn a blij dezho, pe un darvoud a-bouez, gant berrskridoù

sevel listennoù eus al lec'hiennoù a blij deomp, ar re a gemeromp titouroù diwarno, …

renkañ ar pennadoù, al liammoù, ar berrskridoù, hag all dre rummadoù, pe stagañ gerioù-alc'hwez outo

kaout eskemmoù gant skridaozerien all al lec'hienn a-drugarez d'ur postelerezh diabarzh

a-drugarez d'an deknologiezh RSS, dezastum titouroù diwar lec'hiennoù all, pe kinnig hor re da re all

gouzout pep tra diwar-benn buhez al lec'hienn a-drugarez da statistikoù

merañ ar c'haozioù, a-drugarez d'ar c'huñvaat a-raok embann, pe goude-embann

sevel listennoù-skignañ

Aes-kenañ eo da staliañ ha da implijout, ha posupl eo kemm ar pezh hon eus c'hoant e-barzh ar c'hinnig evit ma klotfe ouzh ar pezh a blij deomp… Dre ma'z eo bev-mat kevredigezh SPIP e vo kavet buan diskoulmoù da gudennoù 'zo, kenkazh ma savfe lod…

Setu amañ un nebeud lec'hiennoù savet gant SPIP (dibabet diouzh an degouezh, evel-just…), evit gwelet an disoc'hoù :

www.rezo.net

bravepatrie.com

www.uzine.net

www.citron-vert.info

Setu… O pellgargañ emaon stumm 2.1.8 phpBB (hir eo hep an ADSL !), ha reiñ a rin ar restroù nevez dit ma vez un dra bennak nevez da dreiñ, met ne soñj ket din.
Bremañ em bo amzer da deurel ur sell all war ma zroidigezh ouzh phpBB.
A galon,
Malo.