Evezhiadennoù / goulennoù

Evit kaozeal diwar-benn an difazier brezhonek
yannig
Messages : 7
Inscription : jeu. juin 16, 2005 12:27 pm

Evezhiadennoù / goulennoù

Message par yannig » lun. juin 20, 2005 11:12 am

salud
gourc'hemennoù evit an difazier n'eus forzh penaos

adstaliet meus ADD 2.3.3 war an urzhiataerez nevez em labour.
Lâr a ra n'eus ket eus ar geriadur personel hag all (daoust m'eo sañset Windows XP bezañ mat - hervez an displegadur roet war al lec'hienn). Dav neuze dibab an holl destenn (CTRLA) evit dibab ar yezh ha gellet ober gantañ.

evezhiadennoù implij :
reiñ a ra gerioù troc'het souezus-kenañ er c'hinnigoù.
da skouer "proferien", kinnig a ra neuze "prof erien"...
iskis-tre an doare.

servij a ra din kentoc'h evit teuler evezh ouzh an destenn en ur adlenn hag en ur ober an eil difaziadurioù, ha ne ran ket gant ADD evit difaziañ penn-da-benn gantañ.

Displegadennouilles a vefe gant unan bennak ac'hanoc'h ?
yannig

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » lun. juin 20, 2005 11:48 am

Demat Yannig,

> Lâr a ra n'eus ket eus ar geriadur personel hag all
Ya. kudenn pennañ an implijidi. Ret eo digeriñ ar voest Outils/Options/Grammaire et Orthographe/Dictionnaires personnels/ ha krouiñ ur geriadur personel a-ratozh evit ar brezhoneg. Displeget eo pep tra en teuliadur (teul Word).

> reiñ a ra gerioù troc'het souezus-kenañ er c'hinnigoù. da skouer "proferien", kinnig a ra neuze "prof erien"... iskis-tre an doare.

Gwell eo gantañ "profourien", gwir eo. Proferien a zo mat ivez daoust ma ne vez ket kavet ar ger-se er geriadurioù boutin (RH/RH,...). Gallout a ran ouzhpennañ "profer" e geriadur ADD. A-hend-all erien (bordure) ha prof (cadeau) a zo anezho. Setu perak eo bet kinniget ar gerioù-se gant an difazier....

Philippe

yannig
Messages : 7
Inscription : jeu. juin 16, 2005 12:27 pm

Message par yannig » lun. juin 20, 2005 11:52 am

'in da welet en-dro evit ar geriadur personel,lâr a ra neus ket anezhañ, daoust din bezañ graet tout se endeo.
marteze an doare envel ?
brezhoneg.dic eo.

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » lun. juin 20, 2005 12:22 pm

Yannig,

An dra bouezusañ a zo dibab "Breton" evit yezh ho restr personel nevez.

- Diuzit al linenn « brezhoneg.dic » e-touez rollad ar restroù personel, ha klikit war « Modifier... ». Neuze e c'hellot cheñch yezh ho restr personel e dibenn ar voest.
- Ret eo ivez diziuz an holl c'heriadurioù personel all.

Philippe
Dernière édition par drouizig le mer. janv. 11, 2006 9:57 am, édité 1 fois.

yannig
Messages : 7
Inscription : jeu. juin 16, 2005 12:27 pm

Message par yannig » lun. juin 20, 2005 1:03 pm

evit poent e rin dre lakaat "breton" d'an dibab (CTRL+A) hag a ya en-dro er mod-se evit an difazier.
pelloc'h ez in diwezhatoc'h.

trugarez deoc'h evelato !

notenn : "pouezus" (ur "zh" trapaüs eo).

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » mar. juin 21, 2005 11:02 am

yannig a écrit :notenn : "pouezus" (ur "zh" trapaüs eo).
Gwir eo, "a-bouiz" e vez distaget e gwenedeg ha n'eo ket a-boueh !

yannig
Messages : 7
Inscription : jeu. juin 16, 2005 12:27 pm

Message par yannig » mar. juil. 05, 2005 4:09 pm

mont a ra en-dro e-unan war an hini am boa staliet. dreist.
trugarez ur wezh ouzhpenn
yannig

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 1 invité