ADD 2007SP1 - Kudenn gant an esaouenn didroc'hus

Evit kaozeal diwar-benn an difazier brezhonek
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

ADD 2007SP1 - Kudenn gant an esaouenn didroc'hus

Message par drouizig » sam. nov. 24, 2007 5:02 pm

Salud dit…

Staliet em boa, dec'h da noz, doare nevesañ An Difazier… setu 'ta un nebeut evezhiadennoù war e zivout :

1- Me gav din ez eus kalz a merkoù gwer, ha ne gomprenan ket re o abeg (gwelout skeudennoù skramm a-stag) : nemet e vefe fazioù yezhadur gwir evel, da skouer, "meur a dud", e verk atav "gwiriañ ar poentadur hag an esaouennoù etre ar gerioù" : ha koulskoude ne welan ket petra zo a dreuz… (nouvelle image(1)) Evit gwir, marteze eo deuet da vezañ un tammig re strizh an difazier… gallout a rafe marteze lezel un tammig muioc'h a frankiz d'an arverer, gav ket dit ?

2- Ar reizher yezhadur a chom war "vrezhoneg" ha pa vefe bet cheñchet ar yezh en ur ran destenn bennak : skouer, "il n'y a pas que" (yezh diskleriet "galleg") islinennet e gwer memestra, hag ar c'hinnig "gwiriañ ar poentadur hag an esaouennoù etre ar gerioù"

3- An deiziadoù : lakaat a ra ez eus e « ar bevar a Ouere » ur fazi kemmadur… ar c'hontrol an hini eo ! reolenn : kemmadur da « Tri, Pevar, Pemp » goude « ar » pe « d'ar » e deiziadoù.

Skouerioù : « ar c'hentañ a viz Genver », « an daou a viz C'hwevrer », « an dri a viz Meurzh », « ar bevar a viz Ebrel », « ar bemp a viz Mae », « ar c'hwec'h a viz Even » ….

pe : « d'ar c'hentañ a viz Genver », « d'an daou a viz C'hwevrer », « d'an dri a viz Meurzh », « d'ar bevar a viz Ebrel », « d'ar bemp a viz Mae », « d'ar c'hwec'h a viz Even » ….

NB : « a viz » a c'hall bezañ berraet gant « a » hepken, ha neuze, e laka anv ar miz da gemm : « ar c'hentañ a Genver », « an daou a C'hwevrer », « an dri a Veurzh », « ar bevar a Ebrel », « ar bemp a Vae », « ar c'hwec'h a Even » (pe v/Mezheven) …. Hag evel-se, « a Ouere », « a Eost », « a Wengolo », « a Here », « a Zu », « a Gerzu »


Ken@+

Tomaz

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » sam. nov. 24, 2007 5:04 pm

Novzat Tomaz

ok kavet em eus ar gudenn gant ar gwer... iskis eo...
meur a esaouenn didroc'hus ez eus 'b an teul .doc roet ganit, war-lerc'h ar "«" hag a-raok ar "»".... met gant MS Word e vez diskouezet unan hepken... a dra sur e oa fall an efed... en abeg d'an dra-se e oa kollet an dielfenner war-lerc'h... setu, reizhet eo gant mssp3br_sp1.msi ar c'hudennoù bet dizoloet ganit,

Posupl eo d'an holl adpellgargañ mssp3br_sp1.msi eta.
Cheñchet e vo niverenn an doare diwezhatoc'h...

Kas keloù din :)
Philippe

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 2 invités