Un nebeut evezhiadennoù

Evit kaozeal diwar-benn an difazier brezhonek
Avatar de l’utilisateur
Gweladenner-kozh
Messages : 33
Inscription : lun. déc. 20, 2004 10:33 am
Localisation : Orleañs

Un nebeut evezhiadennoù

Message par Gweladenner-kozh » lun. juil. 25, 2005 6:27 am

Demat Fulub,

kazi netra e gwirionez, met ma c'hall kement-mañ da sikour, ha pa ne vefe nemet un tammig, da gas da benn da labour espar evit hor yezh...


* E-barzh Nenn Jani em eus lennet ar ger "staeoù", ha padal, gwir eo, e-barzh geriadur Roparz Hemon, ne vez kinniget liester ebet d'ar ger-se... setu perak an Drouizig Difazier a verk ur fazi en degouezh-se. Penaos ober : moarvat e c'hall bezañ meur a stae war ur vag... keta ?
* ar gerioù "huñvreal, huñvre...", "menoz" ha "moulañ" hon eus bet tro da eskemm war o divout, hogen e kredan adlavaret dit e kav din e vefe fur degemer ar stummoù "standard" (klasel...) anezho : a-raok ober gant ADD, morse n'em boa termet evit skrivañ ar gerioù-se (er stumm-mañ !)
* "atebeien" (liester an anv "atebeg) ne vez ket anavezet gant ADD ; hogen, "atabeien" a vez... n'anavezan ket ar ger diwezhañ-mañ : daoust ha ne vefe ket aze ur vi koukoug ? (gant resped deoc'h !!)
* ar ger "Oueloù" (stumm kemmet "Goueloù (Bro-Oueloù)) n'eo ket anavezet kennebeut... gall a ra c'hoarvezout memestra e vefe ar ger-se implijet evel-se, e-unan, a gav din : petra soñjes ?
* Ar ger "resisadur" (liest. "resisadurioù") a zo anezhañ, keta ? Gwir eo ne gaver ket anezhañ e geriadur RH, padal, alies-kaer e vez implijet ganin, daoust hag un ijinadenn e vefe (eus va ferzh) ?


Lezel a ran ac'hanout o prederiañ war an nebeut krafoù-mañ : emichañs ne sammint ket re da spered, hag e c'halli tremen ehanoù diskuizhus ha laouen... Lâr din da soñj pa c'halli, memes tra... Gouzout a ouzon ervat ne zibabez morse tra diwar skañv. Un dra vat eo.

Gourc'hemennoù dit ur wech ouzhpenn evit an holl dreoù a rez evit ar brezhoneg, hag evit ar vrezhonegerien,

A galon,

Tomaz

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » jeu. juil. 28, 2005 9:47 am

Demat Tomaz,

Reizhet em eus stae(où), atebeien/atebeion, resisadur(ioù) e geriadur ADD.

Savet em eus ivez ar stummoù kemmet e «ou-» o tont deus gerioù a grog gant «gou-».

Dont a raio er maez ADD 2.4 a-benn nebeut amzer neuze :)

Evit da evezhiadennoù all e vo dav din eskemm un tamm c'hoazh gant tud all evit ober ma soñj...

Trugarez c'hoazh!
Philippe

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 2 invités