texte=Kenvroiz ker,
Ober a ran gant Google brezhoneg hag em eus merket ur fazi brezhoneg : N'eo ket reizh tamm ebet skrivañ : "Sellit pizh mard eo reizh skrivadur an holl c'herioù." Ret eo skrivañ "Sellit pizh ha reizh eo skrivadur an holl c'herioù".
Ar fazi-se, eleze kenveizañ hag (hag-eñ) ha ma diwar levezon ar galleg (hag a lavar "si" evite o-daou zo ledet-tre bremañ e-touez an nevez-vrezhonegerion, met ret eo e zistroadañ.
A-galon ganeoc'h
Herv Kernaudour