Evezhiadennoù d/b Firefox

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh Mozilla Firefox ha Mozilla Thunderbird e brezhoneg
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Evezhiadennoù d/b Firefox

Message par drouizig »

salud dit,
setu un nebeud fazioù a welan war ar prenestr fazioù "N'eo ket bet kavet ar chomlec'h" e-barzh Firefox

Ur faiz hoc'h eus graet en ur viziata anv an domani : vi-koukoug faiz/fazi

+ e-lec'h biziata e vije kenkoulz ober gant skrivañ, merkañ pe, marteze, bizskrivañ. E gwirionez e kav din e vije gwelloc'h mont d'an eeunañ amañ hag ober gant skrivañ traken.

Ha sur oc'h ez eus ar chomlec'h-mañ anezhañ ?
direizh eo ar frazenn-mañ, n'eus ket tu da implijout ar stumm "ez eus" gant ar ger-mell resis (ar); ez eus zo stag ouzh an amresis, eo/emañ zo stag ouzh ar resis. Ur reolenn ziazez e brezhoneg. Memes tra evit an araogenn kreñvaat e dibenn ar frazenn mod brezhoneg Kerne-Izel, n'eus ket tu da implijout an dra-se gant ez eus. Se n'ez a en-dro nemet e frazennoù savet war ar patrom-mañ :
Homañ zo brav anezhi : Celle -là c'est une beauté
Homañ 'vat n'eo ket brav anezhi : celle-la alors c'est pas une beauté

diskoulm kinniget :
Ha sur oc'h ez eus eus ar c'homlec'h-mañ (oc'h adlakaat eus, e teu ar frazenn da vezañ reizh - resis- en-dro)

ur vi-koukoug all zo chomet war ar bouton Kask en-dro e-lec'h Klask en-dro

a galon
Fulup Jakez
--
Avatar de l’utilisateur
Alan Monfort
Messages : 63
Inscription : lun. mars 06, 2006 2:00 pm

Re: Evezhiadennoù d/b Firefox

Message par Alan Monfort »

Ha sur oc'h ez eus ar chomlec'h-mañ anezhañ ?
direizh eo ar frazenn-mañ, n'eus ket tu da implijout ar stumm "ez eus" gant ar ger-mell resis (ar); ez eus zo stag ouzh an amresis, eo/emañ zo stag ouzh ar resis. Ur reolenn ziazez e brezhoneg. Memes tra evit an araogenn kreñvaat e dibenn ar frazenn mod brezhoneg Kerne-Izel, n'eus ket tu da implijout an dra-se gant ez eus. Se n'ez a en-dro nemet e frazennoù savet war ar patrom-mañ :
Homañ zo brav anezhi : Celle -là c'est une beauté
Homañ 'vat n'eo ket brav anezhi : celle-la alors c'est pas une beauté

diskoulm kinniget :
Ha sur oc'h ez eus eus ar c'homlec'h-mañ (oc'h adlakaat eus, e teu ar frazenn da vezañ reizh - resis- en-dro)


Displegit din, neuze, war geriadur Vallée, p. 284 :

EXISTER
cette chose n'existe pas an dra-ze n'eus ket anezañ ; depuis que le monde existe abaoe ma'z eus eus ar bed.
Alan
Avatar de l’utilisateur
Alan Monfort
Messages : 63
Inscription : lun. mars 06, 2006 2:00 pm

Re: Evezhiadennoù d/b Firefox

Message par Alan Monfort »

Ur gudenn am eus bet gant Firefox :

Staliet en deus ent emgefreek an handelv 3.0.8 e saozneg en e unan !
N'em boa ket goulennet digantañ ober an dra-se ha kollet em eus ma sinedoù ha ma askouezhioù holl.

Adstaliet em eus Firefox e brezhoneg war-lec'h digudenn. Ret e vo din adsevel roll ma sinedoù memes tra.

Unan bennak all en defe buhezet an dra-se ivez ?
Alan
Avatar de l’utilisateur
Alan Monfort
Messages : 63
Inscription : lun. mars 06, 2006 2:00 pm

Re: Evezhiadennoù d/b Firefox

Message par Alan Monfort »

Ne gomprenan ket. Adloc'het em eus Firefox hag adtapet em eus ma sinedoù ???
Alan
Répondre