Binvioù ha dafar

Kinniget e vez gant An Drouizig meur a venveg hag a dafar digoust e brezhoneg, liammet ouzh ar yezh pe ouzh an teknologiezhioù nevez.

Outils et ressources en breton - Vocabulaire : quelques dictionnaires de breton - Binvioù ha geriadurioù - Tools and resources

Dafar diwar-benn ar yezh

Gallout a rit kavout amañ geriaouegoù liammet ouzh ar meziantoù evit sikour ac’hanoc’h da implijout ar meziantoù pe evit deskiñ diwar-benn istor ar brezhoneg.

Dictionnaire en ligne en breton - Binvioù - Tools and resources

Geriadurioù

Geriadurioù a zo da bellgargañ pe da lenn enlinenn. Setu ur roll amañ.

Outils et ressources - Typographies bretonnes - Binvioù - Typography - Tools and resources

Lizherennerezh

Er bajenn Lizherennelezh e c’hallit kavout titouroù diwar-benn skritur ar brezhoneg ha penaos e vez dalc’het kont gant an teknologiezhioù nevez : K barrennet, klochedigoù… Lakaet e vez war-raok ivez nodrezhioù a vez graet keltiek anezho.

Clavier C'hwerty - Klavier C'hwerty - C'hwerty Keyboard

Klavier C'hwerty

Krouet eo bet ar c’hlavier C’hwerty, enframmet perzhioù dibar yezhel ar brezhoneg ennañ, evit klotañ gant goulennoù kreñvoc’h-kreñvañ a veze graet alies. Stummet diwar ar c’hlavier AZERTY gall, e c’hall merañ peder stokell ouzhpenn : C’H, CH, Ù ha Ñ. Ar pal eo reiñ tu da vizkrivañ testennoù e brezhoneg.

Ebooks en breton - Levreloù e brezhoneg

Levreloù

Levrioù en domani foran pe gant lañvazioù Creative Commons a zo da gaout gant mentrezhoù elektronek : epub, pdf ha text.